- Communiqué de presse -
Devezhioù Breizh_Dieub 2005
Devezhioù Breizh Dieub : "la colonisation en question" Un devezh filmoù ha sonerezh war tem an trevadenniñ. Dalc'het vo an Devezhioù Breizh Dieub d'ar 17 a viz Gwengolo 2005 e Tremeven, nepell eus Kemperle. Aozet gant ar CBIL ha gant ar strollad HARZ. Adalek 2
Par CBIL CBIL pour CBIL le 13/09/05 14:42

Devezhioù Breizh Dieub : "la colonisation en question" Un devezh filmoù ha sonerezh war tem an trevadenniñ.

Dalc'het vo an Devezhioù Breizh Dieub d'ar 17 a viz Gwengolo 2005 e Tremeven, nepell eus Kemperle. Aozet gant ar CBIL ha gant ar strollad HARZ.

Adalek 2 eur g.m. FILMOù (evit netra) :

- "Afrique 50" ha "Déjà le sang de mai ensemençait novembre", asambles gant an aozer, René Vautier.

- "Les sans-terres", asambles gant Edouard Morvan

- "A ta santé René" Asambles gant Gael Roblin.

Da heul ar filmoù, un diviz renet gant aozerien ar filmoù.

Adalek 9 eur noz : SONADEG (6€)

Gant Paku Puawai (punk hardcore) Lithium 694 (hardcore metal) Stlinox (Ska Punk)

An devezhioù Breizh Dieub a zo bet savet evit prederiañ war ar stourmoù : dizalc'hidigezh ar pobloù trevadennet, pe c'hoazh hini ar pobloù dindan gwask ar c'hevala. Pal an darvoud-mañ a zo bodañ ar re (e Breizh pe e lec'h all) a stourm a-enep d'ar re a wask ac'hanomp.

An Devezhioù Breizh Dieub, dre ar prezegennoù, an taolioù titouriñ ha kement zo... a zo o fal lakaat an dud da zizoleiñ ar stourmoù diouzh un doare ha n'eo ket hini kinniget gant ar mediaoù.

Voir aussi sur le même sujet :