Ton Sul Ton Nul, a heul a dost politikerezh Molag evit ar brezhoneg ba Paris, met ivez dilennadegoù evit ar rannvro hag an departamant. Aze e vez graet goap ouzh ar Ministr, bet Prezidant ar Rannvro, margodenner un tamm, ha diaes e vo d'ar Ps gallout respont d'ar c'haner...
M'ho peus c'hoant da ganañ gantañ,s etu ar paozioù :
Ton Sul Ton Null
Super Jean-Jan, Super Jean-Yves a zo deuet endro barzh ar vro‘
Vit n’emp gannañ gant ar re c’hlas, a-enep d’ar re ekolo
Super Jean-Jan, Super Jean-Yves ‘n eus luget endro ar mikro
‘Vit n’emp gannañ gant ar re c’hlas, hag evit savetiñ ar vro!
Diskan :
Super Jean-Jan, Super Jean-Yves
Distro mar-plij! Distro mar-plij!
Da-viken-e penn deus ar vro
Nevenoe a gompreno
Ha pa vez kaoz deus 100 000 den, o deus leuniet ur sinadeg
Evit goulenn ur votadeg ma vefe Breizh adunanet
Pe ‘n emp ganañ ‘vit un tildenn, ma yezh a-enep ur plas tomm ?
Jean-Yves ‘chom seder ‘vel ur maen, Jean-Yves ne zigor ket e forn !
(Diskan)
Super Jean-Jan, Super Jean-Yves, n’eo ket ret koll an amoniak!
Distro er vro buan mar-plij, amañ ez eus frondoù dispak!
Super Jean-Jan, truez ouzomp! Poent eo mont e penn ar vroiad
Ha ma roez deomp ur yalc’had, rimp ket goap ken deus ar paeron...