Da-heul al levr "Questions d'identité, pourquoi et comment être Breton ?", bet skrivet ganti, e kinnigo deomp Rozenn Milin prederiañ war an identelezh.
Evit se e kemero harp war an testenioù he deus dastumet digant 19 den brudet hag an eskemmoù gant ar sal.
Yaou 28 a viz Ebrel e 8e30 noz, sal liezimplij Plougin.
Ganet eo Rozenn Milin e 1960 e Bro-Leon. Goude bezañ studiet an Istor e labour e bed ar c’hleweled, e Breizh kement hag e Bro Gembre. E 1998 ez eo anvet e penn ar chadenn TV Breizh. Karget eo eus ar raktres Sorosoro, evit an Diazezadur Chirac, e 2006. Pal ar raktres-se eo harpañ ar yezhoù en arvar dre ar bed.
Aozet gant kumun Plougin ha strollad lec’hel ar Redadeg