Ma vefe brezhoneg saourus Traoñ Kerne, braventez sorbiennoù dastumet gant Mari Harnay ha kontet gant Padrig Drean, bugale Skol Diwan Kemperle, Vincent Bothua, Paotr Radio Kerne Bouard... plijadur zo bet !
Adlañset e oa bet e Pondi ur "gwir" gonkour gonterien . Evit ar c'honkour diwezhañ, ne oa 'met ur c'honter, Fulup Kere ec'h anv. Ar wech-mañ, konterien e gallaoueg ha konterien brezhoneg oa rampo : ken kaer ha liesseurt an istorioù. Gant ar vrezhonegerien koulskoude e oa ur strollad bugale Skol Diwan Kemperle, o kontañ al labous aour, ur gontadenn bro Baod, kontet gwechall gant Jude le Paboul.
E gallaoueg e oa bet trec'h Maurice le Dourneuf, a gont un dra ijinet gantañ pep bloaz, ur blijadur d'e selaou, tener ha fromus war un dro.
E brezhoneg e oa Padrig Drean, heuliet a dost gant Jos Goapper ha Patrick Le Brun. Trugarez ivez da Vincent Bothua evit an istor bet kontet gwechall e Kan ar bobl, e gwenedeg, ha da baotr Radio Kerne, aotrou Bouar, gant ur brezhoneg bro Kemper deus ar re wellañ : "Dañjerus eo komz galleg".
Gant ma vo ar rouedad konterien o kreskiñ tamm ha tamm evit mont da gontañ e forzh peseurt festival, gouel, fest noz...
3 | 0 | Tweet |
|