Kevre Breizh, kenaozadur kevredigezhel sevenadurel Breizh, a zo a-unan gant ar c’hevredigezhioù kazetennerien a c’halv d’an dolpadeg a vo disadorn 25 a viz C’hwevrer da 11 eur 30 dirak skridaozerezh ar Poher e Karaez evit ar frankiz da gelaouiñ hag a-enep ar gwaskerezh ha gourdrouzioù grevus kaset d’ar gazetennerien a ren o micher diziouerus evit an demokratelezh.
Kevre Breizh a zegas e skoazell ivez d’an holl re a c’houzañv gourdrouzoù, hag en un doare ispisial d’an dilennidi, feal d’an hengounioù degemer e Breizh, a laka e plas oberoù da lojañ ha souten an dud en dañjer pe en diaesterioù hag a rank kuitaat o bro evit abegoù liesseurt.
0 | 0 | Tweet |
|