Livioù flimm-flamm, bannieloù bro Euskadi ha Breizh asambles, dirak touristed souezhet gant kement a reuz war porzh Gwened : brav oa labour an aozerien !
Fromus, bugale renet gant Elodie Jaffré hag a gane ken brav. Fromus, diskour izprezidanted ar Redadeg. Fromus, an div skrivagnerez, Maina ha Ninnog, o lenn e brehoneg bro Pondi ar pezh oa bet douget get miliadoù a renerien e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh. Fromus, an dud o komz e pep lec'h. Ur familh vras o vrasaat eo ar Redadeg. Hag ar Bagad, gant ur bern tud yaouank e penn an dibunadeg. Evel ma vefe heol gor miz Mae o lavarout e vefe eostadoù nevez o tont, hag ur yezh da vout komzet en amzer da zont, gant muioc'h a dud, muioc'h a dilennidi, muioc'h a skolioù...
0 | 0 | Tweet |
|