Dirak pep a brefeti estreget hini Il ha Gwilen e lec'h e oa bet ar Prefet o lavarout e vo kalonekaet pep ti kêr da baeañ ar forfed skol oa bodet kalzig a dud
"Diorren ar skolioù Diwan : labour a vo c'hoazh, n'eo ket echu an afer, met un dra a bouez eo evit hor bugale, ar familhoù hag e zimp war raok" : gant Yves Marie Derbrée e oa bet displeget pegen pouezus e oa bodañ hiziv tud ar skolioù Diwan evit mont war raok gant ar forfed skol a lakao Diwan en e aes evit diorren skolioù nevez e pep lec'h, lakaat bugale ar vro da voutdivyezhek, ha da lakaat ar yezh da vout komzet gant muioc'h mui a dud e Breizh. Brav ar brezegenn, berr hag efedus.