Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Avaloù aour dastumet gant Anne-Marie Colomer
Kinnig a ra aze Anne-Marie ur c'haierig diembannet gant ar pezh he doa dastumet e Kloar e 1977
Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 3/02/17 13:07
:
Réalisation :

Kinnig a ra aze Anne-Marie ur c'haierig diembannet gant ar pezh he doa dastumet e Kloar e 1977.

A-drugarez d'he labour e vez brudet kan Kloar bremañ. Levezon bro Gwened hag an Aven, dansoù kof ha kof asambles gant dansoù hir...

E-drugarez dezhi ivez e vez hiziv an deiz tud o kanañ, e festoù-noz, e kan ar bobl. Addizoloet e vo, kempennet e dilhad sul en ur c'haierig CD a c'heller kavout e stal levrioù Penn da benn e Kemperle pe dre bellgomz : 06 79 14 96 87 pe gant afea [at] laposte.net

Evit echuiñ he frezegennig he doa Anne-Marie pedet Lila, prest da ganañ Plac'h Molan asambles ganti. Brezhoneg ar vro, lusk ha mouezh dispar : n'eo ket marv yezh Kloar !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 3) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons