Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Jorj Brod gant Hoel Maleuvre-Gourmelon ha Alexis Hié, gourenerien an tri
Jorj Brod gant Hoel Maleuvre-Gourmelon ha Alexis Hié, gourenerien an tri
- Communiqué de presse -
Jorj Brod, gourener brudet e bro Skaer
Un degemer a-feson gant un den bet kampion Breizh dek gwech, kampion etrekeltiek, met ne ra ket van ...
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 18/05/13 19:07
:

Un degemer a-feson gant un den bet kampion Breizh dek gwech, kampion etrekeltiek, met ne ra ket van ...

N'eo ket ur fougaser, un den degemerus ha graet gantan un tamm mat a hent e bed ar gourenerien : 52 gwech ar bloaz e-pad dek vloaz en doa graet Jorj tro Breizh, un tarv da c'hounit e Belle Isle en Terre pa oa ar gouel meur aozet gant Lady Mond, pe e Bubri, ...

D'ar mare-se e veze kalz arc'hant gounezet gant ar re yaouank a oa gourenerien : gant tri c'hrogad, e oa a-walc'h evit "prenan vuoc'h". Ha da c'houde ur moto, ur side-car, ha c'hoazh ...

Goude dek vloaz war an hentoù (o vezan labourer douar ha tad pevar bugel) en doa kroget Jorj da vezan sot gant ar c'hezeg : redadegoù e pep lec'h e Breizh, ha kopoù leizh an ti, aozer redadegoù e oa e bro Kemperle. Ur skolig gouren en doa krouet anvet "gourenerien an Isol".

Hiziv, er maez,nepell eus ti Jorj eman o peurin saout "Blondes d'Aquitaine", hag ur marc'h evit prientin ar redadegoù o tont. Da 84 vloaz zo bet difennet dezhan da redek war e sulki.Met ne vern : redek a raio ar sulki mod pe vod a-benn nebeut.

Voir aussi :