Bale, bale, war hentoù Breizh evit anavezout ar vro gant e treid, asambles gant e vignoned, ha gant tud ar vro
Ur blijadur e vez atav, abaoe 25 bloaz, mont da vale war hentoù nevez savet gant skipailh efedus Diwan Kommanna. Hentoù brav, skalieroù bihan, titouroù e brezhoneg hag e galleg diwar-benn glad an hent : pontoù, manerioù...
Hag an dud da zont atav ken niverus : 8000 den, kozh ha yaouank, sportourien pe familhoù ha mignoned a zeu ingal pell zo ha deus pell evit bevañ un devezh plijus war hentoù menezioù Are.
Gourc'hemennoù d'an holl aozerien ha d'an dud a youl-vat !