- Rapport -
Webnoz : chom 'b'ar vro ha politikerezh yezh ar rannvro
En ostaleri ar C'hleuzioù oa bravig an abadenn
Par Fanny Chauffin pour FC le 22/01/12 22:53

Teknisianed a feson, seizh skramm, un abadenn kaset da benn gant Lionel Buannic ha Corinne ar Mero. Kemer perzh dre Internet ? Ne vo den ebet o kas ur gemenadenn e-pad an abadenn, diaes eo gouzout abalamour da betra. Abalamour n'int ket bet embannet ar c'hemenadennoù kaset gant an interneterien an abadennoù bet a-raok ?

Kanerien ar vro gant Brigitte Kloareg ha Jorj Dauphin. Pauline Kerscaven o kontañ, evel er gazetenn Ya ! e beaj en Amerika ar Zu, Celine Soun deuet da gontañ avantur la Obra etre Chili, Guatemala ha Breizh...

Hag e-pad ugent munutenn, eo bet ret selaou dielfennadenn politikerezh yezh ar rannvro. 95 pajenn, rakvudjet ebet, mennozhioù e leizh... Met en un doare fetis ha pleustrek ?

"Duañ paper, diboell", a lar an dud pedet. Ur spi a zo memestra evit ar skolioù Diwan : marteze e vo paeet gant ar Rannvro ar pemp bloavezh kentañ ur skol Diwan nevez (ar pezh a vez graet hiziv an deiz) e lec'h bezañ paeet gant ar gevredigezh. Mod-all ? Komz eus "brittophones" e lec'h "bretonnants" a zisplij kalz da Fanch Broudig. D'ar re all nebeutoc'h. Hag ar skoazellerezed, an ATSEM a gomz brezhoneg ? Pegoulz e vint kemeret e-karg, e lec'h bout atav paeet fall ha skarzhet goude daou vloaz ?

Preder bro Euskadi, pelec'h emañ ? Peadra da vezañ dipitet. Etre pasianted ha fulor, ret e vo d'ar stourmerien evit ar brezhoneg dibab un devezh bennak...

Voir aussi sur le même sujet : stourm