Ur c'hresk bras pep bloaz, kelennerien yaouank, rummadoù european... : ar vag amiral a gendalc'h gant he hent.
Goude bout galvet ar re Dermen, setu tro ar re gentañ. Prantad gant ar penngelenner(ez), pred, kentelioù o kregiñ evit an Termenidi, ha stalioù evit adkregiñ gant ar brezhoneg da vat : un DJ eus Rostren deuet d'ober sonerezh elektronek ganto, Ewen Jacq o lakaat anezho da skrivañ ur pennad heroic fantasy, pa oa Rozenn Taleg o lakaat he re da sevel ur son nevez war un ton bale e kan ha diskan. Gant Erik hag Alan, prientet oa bet degemer ar re eilvet gant c'hoarioù a bep seurt, yoga, souezhadennoù... pa oa ur skipailh o teskiñ penaos c'hoari melldroad gwezelleg gant Erwan ha Tangi. Hag ur skipailh leun a fent en doa kemeret kameraioù al lise sikouret gant Lucie ha Pauline evit lakaat an dud da c'hoarzhin a-raok abadenn " Bec'h dezhi " a vo aozet d'ar 15 a viz Gwengolo el lise...
Ha pa oa tud o c'hoarzhin, bez oa kendivizoù gant ar re gentañ e pemp sal klas war blas ar brezhoneg er gevredigezh, stad ar yezh hiziv an deiz, goude bezañ gwelet filmoù graet ar bloaz-mañ ha leuniet ur c'houlennaoueg diwar-benn plas ar brezhoneg er gêr, etre mignoned, hag ar c'hoant da vont war raok goude al lise gant ur yezh a chom en arvar bras...