redadeg
redadeg © Domaine public

328 vues

Perak e vez an dud atav ken fromet gant klipoù ar redadeg, 2010, 2012, 2014 ?

Perak e vez an dud atav ken fromet gant klipoù ar redadeg, 2010, 2012, 2014 ?

O sellet ouzh skeudennoù Trigone Productions, pe reoù all gant kement a dud war an hentoù, kement a siriusted gant skipailhoù surentez, kement a vugale o redek gant ar bolitkourien, kazell ha kazell, dorn ouzh dorn, atav war ar memes hent evit 1700 km da heul, e vezon fromet atav.

Marteze eo se a vank da Vreizh, from ha kenskoazell, dont a-benn d'ober asambles un dra gaer, diposubl met gwir abaoe 2010, gant tud laouen war an hent, skuizh, met atav gant ur mousc'hoarzh brav...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....