Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ul levrig nevez skrivet gant Katell Chantreau
Un istor a vez bevet gant ur bern familhoù pa vez laou war benn ar vugale...
Par Fanny Chauffin pour FC le 19/10/15 23:58
:

Un istor a vez bevet gant ur bern familhoù pa vez laou war benn ar vugale...

Pevar istor, pevar levrig. Gant an dastumadeg "Priz ar vugale", kroget e 2008, o deus ar re vihan a grog da lenn 37 levr bihan da lenn, fentus alies. Un istor kontet gant ar re vihan evit ar re vihan. Ar bloaz-mañ e vo kinniget d'ar vugale un istor e bro Japan gant "Bugel ar glav" (Mai Ewen), istor dousig nevez un tad-kozh skrivet gant Myriam Guillevic, hag hini Laurence Lavrand gant avanturioù un avank yaouank.

Hag evit plijadur ar re vras hag ar re vihan, setu enrolladenn Sten Charbonneau. A-wechoù e lenn e-unan, a-wechoù e vez klevet mouezh Suliana ("Haruto" ha "Bugel ar glav"), ha mouezh familh ar Gall mamm, tad ha merc'h e "Dousig tad kozh".

Evit tout ar re a yelo war stand Keit Vimp Bev er saloñs e vo moaien da bellgargañ an istorioù. Kasit ho alc'houez USB !

Voir aussi sur le même sujet : krouidigezh, priz ar vugale, lennegezh