Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Steuñv ar gouarnamant a-enep d'ar bezhin glas : dister a-walc'h
Gwall zister ha distremenet eo steuñv ar gouarnamant evit stourm a-enep d'ar bezhin glas, a zo bet fardet gant ar ministrerezhioù parizian hep goulenn kuzul digant ar boblañs. C'Hoazh hag adarre e tibab ar stad an disoc'h buanañ, bec'h warni gant ar mediaoù
Par Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne le 6/02/10 4:56

Gwall zister ha distremenet eo steuñv ar gouarnamant evit stourm a-enep d'ar bezhin glas, a zo bet fardet gant ar ministrerezhioù parizian hep goulenn kuzul digant ar boblañs.

C'Hoazh hag adarre e tibab ar stad an disoc'h buanañ, bec'h warni gant ar mediaoù, ha taliñ ouzh an azonoù nemetken, ha n'eo ket lakaat e pleustr ar steuñv diarbenn a zo ret evit adc'hounit perzhioù mat an dour, ha setu echuiñ gant ar bezhin glas da vat. Traoù gwelloc'h a oa da ober. Ret e vefe reiñ barregezh an dour d'ar C'Huzul Rannvro, hag ar budjet a ya da heul, pezh a warantfe e rofe pep hini e ali diwar-benn an afer-se. Dres an dra-se a vez goulennet gant "Ni ho savo Breizh".

Arabat teurel ar bec'h war vicher pe vicher, hogen eo ret d'an embregerezhioù boued ha bevañs diskouez e fell dezho kaout ur spered a galite hag a beurbadusted. Interest holl ar Vretoned eo.

Kristian Troadeg, maer Karaez, kuzulier rannvro, penn al listenn "Ni ho savo Breizh"

(voir le site)