Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Linda Fabiani  Ministrez ar Sevenadur e gouarnamant Bro-Skos  a oa deuet en Oriant da-geñver Emvod ar Gelted evit brudañ he bro  raktresoù he gouarnamant  hag evit kreñvaat an darempredoù sevenadurel etre hon div vroad keltiek.
Linda Fabiani Ministrez ar Sevenadur e gouarnamant Bro-Skos a oa deuet en Oriant da-geñver Emvod ar Gelted evit brudañ he bro raktresoù he gouarnamant hag evit kreñvaat an darempredoù sevenadurel etre hon div vroad keltiek.
- Interview -
Sevenadur, Stad dizalc'h, gouezeleg, kleweled : emgav gant Linda Fabiani, Ministrez ar Sevenadur e Bro-Skos.
Ur weladenn en Oriant he doa graet an Itron Linda Fabiani e penn-kentañ miz Eost, pedet ma oa bet gant Gouelioù Etrekeltiek an Oriant pa oa Bro-Skos a oa lakaet en a-raok er bloaz-mañ, a-drugarez d'ur stand bras-meurbet ha birvilh ennañ e-pad an dek deiz, hag
Par Jacques-Yves Le Touze pour ABP le 14/09/07 8:24

Ur weladenn en Oriant he doa graet an Itron Linda Fabiani e penn-kentañ miz Eost, pedet ma oa bet gant Gouelioù Etrekeltiek an Oriant pa oa Bro-Skos a oa lakaet en a-raok er bloaz-mañ, a-drugarez d'ur stand bras-meurbet ha birvilh ennañ e-pad an dek deiz, hag ivez en abadennoù a oa kinniget a-hed ar gouelioù. Ministrez ar Sevenadur hag Aferioù Europa eo honnezh e gouarnamant Alex Salmond, penn bras ar Scottish National Party hag a stourm evit ma vo dizalc'h Bro-Skos. Tro he deus bet da lakaat ar gaoz war sujedoù a bep seurt evel ar sevenadur, ar politik pe c'hoazh, an darempredoù etre Breizh hag he broad.

Ur vro degemerus ha leun a startijenn Laouen gant an degemer tomm a oa bet graet dezhi en Oriant, an Itron Fabiani he deus kavet pouezus-bras e vefe enoret Bro-Skos en Oriant hevlene. « Evidomp eo un darvoud meur ha talvoudus-kenañ ; hep mar ebet e sikouro kalz da reiñ Bro-Skos da anavezout e Breizh, ha pelloc'h c'hoazh » emezi. Deuet e oa Linda Fabiani e Breizh evit diskouez penaos e oa kreñv al liammoù etre hon daou sevenadur keltiek evel-just, hag ivez evit embann he youl da ginnig ur skeudenn eus Bro-Skos leun a startijenn, digor d'ar bed tro-dro ha c'hoant ganti da zesachañ muioc'h a douristed hag a embregerien : « Fellout a ra deomp lakaat an holl da gompren omp prest da zegemer an holl re a blijfe dezhe bevañ, labourat pe postañ arc'hant e Bro-Skos. A-drugarez d'ar Skosiz nevez-se ivez ma 'zo lañs ha pinvidigezh en hor bro. A-bouez e oa deomp bezañ gwelet en Oriant, deomp da embann hor politikerezh nevez savet a-benn reiñ kalite hor sevenadur da anavezout war an dachenn etrevroadel » he deus kemennet ar Vinistrez.

Brudañ er bed a-bezh Hervez Linda Fabiani e ya hengounioù kreñv ar sevenadurezh gouezelek d'ober sevenadur Bro-Skos hag ivez levezonioù a bep seurt bet degemeret gant Skosiz : « Unan eus perzhioù pennañ hor sevenadur eo e varregezh da dalvezout war ur bern tachennoù, hengounel koulz ha modernoc'h : setu perak 'zo startijenn e-leizh gantañ evit ijinañ traoù nevez ha bezañ priziet er bed a-bezh. » Youl ar gouarnamant eo kas e sevenadur war an dachenn etrevroadel just-a-walc'h : « E Bro-Skos hon eus ensavadurioù hag a zo talvoudus o mouezh war an dachenn-se, a-fed opera, dañs, sonerezh, mirdioù, c'hoariva, festivalioù... Ar festival brasañ a zo er bed eo hini Kêredin, sur-mat. Kement-mañ a rank bezañ lakaet en a-raok a-benn kreñvaat brud Bro-Skos er bed. Unan eus ar c'hefridioù a zo bet fiziet ennon evit ar mizioù da zont an hini eo. » Pal Ministrerezh ar Sevenadur a vo ivez aozañ ur gwir koulzad darvoudoù e-pad ar goañv. Kroget e vefe gant gouel Sant Andrew, gouel broadel Bro-Skos, ha kendalc'het gant Hogmanay (fin ar bloaz), lidoù Robert Burns e miz Genver, hag ar Celtic Connections in Glasgow. « Ur wir binvidigezh eo ar sevenadur evit Bro-Skos, e pep keñver, setu perak e rankomp e gas war-raok. »

Kreñvaat an darempredoù etrevroadel Evit ar pezh a sell ouzh an darempredoù etre Breizh ha Bro-Skos e soñj d'ar Vinistrez « eo gwall-anavezet Breizh gant Skosiz c'hoazh, hag a-fed sonerezh ivez. Unan eus hor palioù eo adsevel hor politikerezh a zarempredoù etrevroadel. E-giz-se e c'hello bezañ krouet liammoù war dachennoù disheñvel etre an div vro geltiek. Hogen, hor gouarnamant n'eo bet lakaet e pleustr nemet a-c'houde daou viz hag ur bern kefridioù hon eus da seveniñ war bep tachenn. »

Ur skol hollc'houezelek ha 9 milion evit an tele A-fed yezh, en deus ar gouarnamant nevez santimant da ziorren kalz ar c'helenn gouezeleg hag e gouezeleg. Ar skol gentañ ma vez kelennet e gouezeleg penn-da-benn, eus ar skol-vamm betek ar c'hlas termen, a zo bet digoret e Glasgow, n'eus ket pell 'zo. « War ar stern ganeomp ivez ez eus ur chadenn-dele hollc'houezelek hag a vo roet lañs dezhi e miz Meurzh 2008 hag a c'hello bezañ resevet dre loarell, dre fun ha dre ar Genrouedad, evit netra. 9 milion a lurioù saoz (13,140 milion €) hon eus postet er raktres-se. » A-bouez-bras eo ar c'hleweled evit an Itron Fabiani : « Dindan galloud Westminster emañ an dachenn-se c'hoazh met spi hon eus e vo krouet gant ar BBC ur chadenn emren evit Bro-Skos. Evit-se e vo ret deomp stourm kreñv war dachenn ar politik, evel m'hon doa graet evit ma vefe lakaet war-wel Istor ha sevenadur Bro-Skos e programmoù kelenn ar skolioù kentañ hag eil derez. »

Dizalc'h ? Perak pas ! Spi e-leizh a zo savet e-keñver politik ivez pa oa bet trec'h dizalc'hourien an SNP en dilennadegoù diwezhañ. « Evit Skosiz eo deuet hon strollad da vezañ gwir strollad Bro-Skos. Ur gammed bras eo an trec'h-se war-du ur Stad dizalc'h. » Er mare-mañ e embann ar Ministr Kentañ Alex Salmond e ginnig referandom, an « Independance White Paper » . N'eus nemet 47 sez diwar 120 hag a zo aet gant e strollad er Parlamant, setu ma vo diaes a-walc'h dezhañ tapout ar brasañ-niver evit aozañ ar referandom. « Evit an demokratelezh e embann bezañ ar strolladoù unanour. Dezhe da brouiñ an dra-se deomp en ur asantiñ d'ar referandom ! » eme Linda Fabiani. Homañ n'eo ket ankeniet tamm ebet gant mennozh ur Stad dizalc'h : « Sellit ouzh Bro-Iwerzhon, Bro-Finland, Bro-Norvej, hag ouzh un toullad broioù bihan all en Europa ! Daoust ha soñjal a ra deoc'h e vefe Skosiz drochoc'h eget ar re all ? Barregezhioù dreist e-leizh he deus hor bro evit lakaat he stad dizalc'h e pleustr. »

Adaozañ ar galloud A-fed buhez ar Rouantelezh-Unanet, laouen eo Linda Fabiani p'eo deuet a-benn ar strollad Plaid Cymru da zegouezhout e penn Parlamant Bro-Gembre hag ivez o welout gouarnamant Norzh-Iwerzhon o vont war-raok. « N'eus ket pell 'zo en doa kemeret perzh Alex Salmond er Bodad Iwerzhon/Bro-Saoz, e Belfast, gant pennoù-bras an Inizi Predenek, ar pezh a zo evidomp ur gammed war-raok evit adaozañ galloudoù hor broadoù en ur mod digoroc'h hag aesoc'h da gompren evit an holl. » Hervez ar Vinistrez, ar bombezennoù o doa tarzhet e Glasgow, o doa lakaet war-wel ar c'hengred etre ar c'humuniezhoù disheñvel a zo o kenvevañ e Bro-Skos. An holl o doa kondaonet an torfed-se a-unvouezh, evit ar wech kentañ er Rouantelezh Unanet. « Difenn a reomp mennozh ur vroad skos e-lec'h ma c'hell pep hini pleustriñ war e sevenadur dezhañ ha bezañ Skosad da vat, war un dro. Unan eus abegoù hor startijenn eo ivez ! »

Kement ha klozañ, he deus adlâret Linda Fabiani pegen laouen e oa gant aergelc'h tomm festival an Oriant hag a ro fred d'ar broadoù keltiek d'en em gavout asambles, da eskemm ha da reiñ da welet ha da glevet o gwellañ perzhioù evit brasañ plijadur an holl.

Komzoù dastumet gant Jakez an Touz/ABP, brezhoneg gant Ya !

europe2
Voir aussi sur le même sujet : ecosse,europe,festival interceltique
Cet article a fait l'objet de 2519 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons