Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Rock made in Breizh war Arte
Rok made in Breizh, un darvoud "a-enep ar sevenadur ofisiel" ? Stourmerien ? Sed aze goulenn Arte en abadenn "Tracks". Met hentoù nevez a vez klasket ganto, pa liammont hard rok, sonerezh gotek, ha gwareziñ an endro hag ar brezhoneg, gant les Ramoneurs, Trouz an Noz, Gimol Dru Band pe Plantec. Ur sevenadur breizhat bev-buhezek.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 31/12/10 18:20

Pedet eo bet ar strolladoù rock eus ar re vrudetañ en abadenn "Tracks "a vez skignet war Arte da hanternoz hag a vo skignet div wech c'hoazh.

Desket e vez en 10 mn kalzik a draoù war ar pevar strollad Ramoneurs de Menhirs, Plantec, Gimol Dru Band ha Trouz An Noz.

Iskis un tamm an doare da ginnig an abadenn, dic'hortoz, pa vez gwelet Klet Beyer gant ur c'hougoul o tifenn ARB, skeudennoù Mac Do Kewer, ha c'hoazh... Fent eil derez, met ouzhpenn d'ar fent e oa : un doare da enoriñ ar re o doa stourmet gwechall, ken dister eo o niver an devezh a-hiziv.

En un tu all o deus lavaret sklaer palioù ar Stad e bro C'hall : difennet oa bet komz ar brezhoneg er skolioù gantañ. , Evit ar pezh a sell ouzh ar re zo bet toullbac'het e Paris goude afer ar Macdo, lavaret o deus sklzer e oant bet didamallet.

D'an eur-se koulskoude e vez kalzig a dud yaouank o sell ouzh an abadennoù, pe war Internet.

Komzoù a-bouez a zo bet lavaret gant Laorans, gitarour ha kaner "Les Ramoneurs". E forzh peseurt bro ma vez difennet gwirioù ar bobl, ar gwir da gomz e yezh, ar gwir da vevañ hag ar gwir da zifenn an endro, eo laouen da vevañ. Hag ur barzh "ne ra ket foutre kaer eus e leve!"

Met petra soñjal eus titl an abadennig : "ils ravivent le régionalisme breton" ?

lec'hienn Arte : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : stourm
Cet article a fait l'objet de 2353 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons