Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Penaos dibab ul levr evit al lennerien yaouank ?
Deuet zo ur pemzek levr bennak er-maez evit ar re yaouank, e brezhoneg, evit Gouel al levrioù, met penaos dibab ?
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 5/11/13 0:18

Deuet zo ur pemzek levr bennak er-maez evit ar re yaouank, e brezhoneg, evit Gouel al levrioù, met penaos dibab ?

Bed ar skol eo bed al levrioù e brezhoneg, re alies. Dre ma ne vez ket prenet levrioù gant ar gerent, n'int ket brezhonegerien evit lod anezho, penaos lakaat al levrioù-se da vont betek en tiez ? Kelaouiñ zo d'ober, e brezhoneg hag e galleg, ar skolaerien, ar gelennerien, ar re a blij dezho lenn e brezhoneg, evit ma treuzkasfent ar blijadur o lenn d'ar re vihan, d'ar re yaouank a vo lennerien da c'houde...

Neuze, krogomp gant Priz ar Yaouankiz. N'eus ket pell zo e oa bet savet ar goulenn, e-kerzh Gouel al levrioù, gant ur plac'h : penaos dibab ? Kazi 100 levr (94 evit bout resis) a zo bet embannet e-korf dek vloaz. Peseurt re a vefe ar re da lenn, evit chom hep koll amzer ? Bezañ heñchet a felle d'ar plac'h, evel n'eus forzh piv en ul levraoueg pe en ur stal-levrioù...

Ma, piv 'vefe kad da lavarout peseurt re a c'haller renabliñ evit respont dezhi ? Ar re yaouank o doa votet ? Kredapl. Ar skolaerien hag ar gelennerien a lak an hevelep levrioù da vezañ studiet gant o c'hlasadoù a vloaz da vloaz ? Al lennerien feal o deus bet lennet ar 94 levr-mañ ?

Setu neuze ul listenn evit ar bloavezhioù paseet. Met lennit ar re nevez da gentañ, ar re zo da vezañ lennet er bloaz-mañ gant ar vugale evit PAV ha PAY (Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz) :

Priz ar Vugale (levrioù a c'hell bezañ lennet gant ar re a zo e kentelioù noz ivez) :

- C'hoari tavarn, gant Erwan Brenn

- Pikez blev ruz, gant Denise Lefranc

- Brezel war ar porzh-c'hoari, gant Uisant Crequer

- Ur sorserez eo Mamm-gozh, gant Maina Mallejac

- Deomp Slowly, gant Pierre-Emmanuel Marais

Priz ar Yaouankiz:

- Brezel an Erevent, gant Moran Dipode ha Marianna Donnart

- Kest, gant Kristian Ar Bras

- Dremm ur vamm, gant Annaig Renault

- Hunvreoù, gant Gwenvred Latimier-Kervella

- Katrina, gant Jakez-Erwan Mouton

- Lomig Bolomig, gant Erwann Brenn

- War sikour Eleonor, gant Yann-Fañch Jacq

- Avalon, gant Pierre-Emmanuel Marais

- Iskisaat breur bihan, gant Anthony Renaudin

- Balafent, gant Patricia Legrand ha Katell Chantreau

- Marvet war vor, gant Yann Bijer

- Chase Valeeg, gant Ewen Jacq

Hag evit gourc'hemenn anezho : (voir le site)

hag evit prenan ar re a zo koshoc'h :

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, priz ar yaouankiz