Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Pempvet pred : un dibenn sizhun deskadurezh pobl, da vat
Aozet gant Awena, Heloise ha Maina, setu ur "pempvet pred" a zo bet fardet mat
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 4/11/14 1:28

Aozet gant Awena, Heloise ha Maina, setu ur "pempvet pred" a zo bet fardet mat

Kroget e oa gant an DABU e brezhoneg e 2002, ar "BAFA", ma faot deoc'h. Daouzeg vloaz goude, 330 stajiad a zo bet stummet, stajoù vakansoù zo bet evit 6000 a vugale gant un tregont rener disheñvel bennak. Ha pa vez ar strollad tud ampart-se war ar buheziñ un dibenn sizhun e Landelo, petra e reont ?

Soavon gant Manu, un "hammam" gant Mael, gwriañ gant ur mekanik gant Gwen. Ha da noz ? Kabared gant kung fu Arno, kontadennoù Alan, beaj e Perou gant Delphine, salsa gant Charlotte, c'hoariva ar re wasket, mimoù, kanaouennoù, dansoù... Plijadur d'en em gavout en dro asambles, da zeskiñ ur bern traoù, plijadur da c'hoarzhin ha da sevel ur gevredigezh kengred, the deskadurezh in the moove, kwa...

Voir aussi sur le même sujet : krouidigezh, pedagogiezh, dabu