Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Karantez, marv ha faltazi : Storlok deuet en dro ba Sant Kadou
Ur bladenn nevez deuet er maez, mouezhioù brav, paozioù nevez, ne varvint ket biken !
Par Fanny Chauffin pour FC le 4/10/15 12:36
:

Ur bladenn nevez deuet er maez, mouezhioù brav, paozioù nevez, ne varvint ket biken !

N'eo ket "Storlok an distro" da vat, gant ar memes re, o tennañ Denez Abernot, Mona Jaouen ha Bob Simon. Gant Abalip, Gildas Beauvir, Yon Gouez ha Bernez Tangi e oa bet enrollet goude rimadelloù evit ar vugale, kanaouennoù evit ar re deuet, enrollet propig e studio sant Kadou.

Memestra, evit ar selaouerien e vez adkavet ar memes plijadur, an hevelep nerzh, ar memes paozioù kaer, an dichekerezh hag ar c'hoant da ziskouez Breizh evel m'emañ, na vravoc'h na zuoc'h.

Ur paotr oc'h en em lazhañ e poull hañvouezh, ur ganaouenn karantez gant paozioù Taldir Jaffrenou, kanaouennoù stourm, sonennoù savet e 1940 (son ar prizoniad)...

Peadra da gaout ur rock saourus, sonet brav. Da selaou a-hed an amzer, war an hent, evit dihuniñ, evit kaout war lerc'h e Breizh strolladoù rock e leiz gant ur brezhoneg sklaer ha fraezh, aes da gompren ha dislipet brav ! Trugarez deoc'h, barzhed ha rockerien Storlok !

Voir aussi sur le même sujet : krouidigezh, stourm, kan da selaou, rock