Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
CLB - carte voile
CLB - carte voile
- Communiqué de presse -
Kant sport, kant giz ; kant parrez, kant iliz (lodenn 1)
Ne vez ket komzet kalz e Bro-C’hall eus an doareoù disheñvel d’ober sportoù hervez ar rannvroioù. Diouzh un tu, anat eo da gompren, ne gaver ket kalz a aotreidi ski
Par comité de rédaction pour Construire la Bretagne le 18/09/16 12:08

Ne vez ket komzet kalz e Bro-C’hall eus an doareoù disheñvel d’ober sportoù hervez ar rannvroioù. Diouzh un tu, anat eo da gompren, ne gaver ket kalz a aotreidi ski e Breizh. Diouzh an tu all, penaos kompren e vefe pleustret ken fonnus ar rugbi er broioù keltiek all ha ken nebeut e Breizh evit c’hoazh ? Mare-mare ez eus anv eus savelegezh an natur. Gwir eo a-wechoù, met a-wechoù hepmuiken. Hiziv an deiz, ne intent ket mat ar skiantourien perak n’eus ket eus India ur vroad sportel brudet (1,3 miliard a annezidi ha medalenn ebet pe dost er c’hoarioù olimpek). Er c’hontrol, Australia ‘zo ur vro hag a baot an aotreidi enni. Geoffrey Cladwell a zispleg deomp ez eus ul liamm etre an emskiant broadel hag ar sportoù pleustret. En Australia da skouer, krikediñ pe c’hoari kriked a oa da gentañ tout ur sport graet evit kuitaat ur stad trevadennet1. Dre ar sport e teu a-wechoù ar frankiz. Ar marc’h-houarn eo ar skouer gwellañ. E deroù an ugentvet kantved, ne oa ket deuet mat ar merc’hed a-fourch war ur marc’h-gaol ! Hiziv ez eo difennet ar velo c’hoazh e kalz broioù arabek. Gant ar marc’houarniñ, liz da Hervez Frédéric Héran, eo bet cheñchet tamm-ha-tamm buhez ar merc’hed peogwir e oa ret dezho mont gant bragoù. Gant lezennoù 1892 ha 1909, e voe aotreet merc’hed Bro C’hall da wiskañ bragoù, gant ma « renfent marc’h-houarn pe kezeg » . Ret e voe gortoz ar bloaz … 2012 a-barzh ma teufe ar gwir da glotañ gant ar c’hiz3.

Pal ar pennad-skrid-mañ eo diskouezh peseurt sportoù a vez pleustret e Breizh, muioc’h pe nebeutoc’h. N’eo ket aes atav komprenn traoù ken luziet. Evit a sell mammennoù ar studiadenn-se zoken, omp rediet d’ober gant niver an aotreidi. Padal, an niver-se zo disheñvel-tre diouzh ar wirionez war an dachenn. Da skouer, ret-groñs eo bezañ aotreet evit ar sportoù-splujañ. Met, evit bremañ, n’eus ket ezhomm da c’houlenn konje evit marc’h-houarniñ4. Bep bloaz e spluj 13 milion a dud en ur poull-neuial pe er mor e Bro-C’hall. Met n’eus nemet 289 558 den aotreet. Met ret eo ober gant ar pezh a zo : niver an aotreidi nemetken.

Kartennoù anamorfozet a vo kinniget amañ evit braskompren un dra bennak. Ent teknikel, ar c’harternnoù anamorfozet a zo graet gant niveroù gwir, met cheñch a ra ment an egor hervez pouezh ar roadennoù. Moaien zo evel-se d’ober kartennoù disheñvel ha dudius.

Breizh, bro ar vag-dre-lien

Da gentañ tout, un drederenn eus an dud aotreet e Bro-C’hall a zo Breizhiz. Evel just, a-feson eo an endro evit bageal-dre-lien. Ar verb goueliañ ne vez ket kavet e galleg. Met implijet e vez ken ha ken e brezhoneg. Evit ur Breizhad, boutin eo merdeiñ, mont war vag pe mont gant ur vag. N’eo ket « prendre la mer » evel e galleg, met mont gantañ, mont d’ar mor, a-wechoù « bezañ » er mor. E-kerzh istor hir hor bro, o deus ranket an dud ober gantañ. A-holl-viskoazh eo bet troet Breizh ouzh ar mor. Rust eo ar mor hag ur bern peñseoù zo bet e Breizh. A-bep-eil ez eo un istor spontus (ar romantoù skrivet gant Per Loti, gwallzarvoud an Amoco Cadiz) pe spletus (galloud ar verdeadurezh a genwerzh e-pad ar XVIIe kantved). Bez ez eus ul liamm donoc’h pe kreñvoc’h etre ar Vretoned hag ar mor. A-raok e oa ret-mat pesketa, brezeliñ, foetañ-bro, kranketa… E-pad ar Grennamzer, diouzh a lavare J.-C. Cassard, ne oa ket ken stank ar boaz, ha gwir eo ez eus bet cheñchamentoù bras hervez ar c’heñtvadoù5. Met atao ez eus bet ul liamm etre pindividezh ar vro hag an doare da d’implijout anezhi. Seul-vui e vez implijet ar mor, seul-vui e tiorren ar vro. Bremañ, n’eus ket ezhomm ken da dalañ ouzh tarzhioù ar mor dirollet. Emañ niver ar besketaerien war ziskar abaoe pell, o tichalañ… N’eus ket mui ezhomm da gargañ ar gouelioù pe da serriñ al liennoù evit merdeiñ, pesketa pe ober koñvers. Evelato e kendalc’h ar re yaouank, muioc’h-mui, da vezañ «martoloded» , pe «tud a vor» en ur mod bennak. E gwirionez ur mor … a dud : 70 000 den aotreet e Breizh diwar un 200 000 bennak e Bro-C’hall.

Gwashañ pezh a zo, n’eus ket tu da gavout niver an aotreidi hervez ar sportoù (kite-seurf, plankenn-dre-lien…). Kadarnaet e vez ar reolenn gant un ezreolenn : sed ar seurf. En abeg d’ur c’hevread emren, e c’heller kartenniñ niver ar seurferien aotreet e Bro C’hall.

Ar wech-mañ, emañ mervent Bro C’hall e penn ar jeu, dreist-holl en Euskadi met pleustret e vez ar seurf a-hed an aodoù atlantel dreist-holl, ha nebeutoc’h war an aodoù all. Liammet start eo ar pleustr-se ouzh an endro : ar gwagennoù, an houlennoù hag an tarzhioù-mor a rodell aliesoc’h eno. E Breizh e tiorren ar sport-ze abaoe ar bloavezhioù 1970-80 ha kreskiñ a ra buan niver an aotreidi, dreist-holl e departamant Penn-ar-Bed hag er Mor-bihan. Met kavet e vez « free surfeurien » e Breizh ivez (da skouer, tro-dro da dThomas Joncour6). Brudet a-walc’h eo bet « Kanabeach » e-pad ur prantad mat, met kudennoù zo bet gant ar merk breizhek-se7. E Bro-Vask (Euskal Herria), J.-P. Rafestin da skouer en deus diskouezet mat penaos eo bet implijet berzh ar surf gant embregerezhioù zo8. E bro Vendée ivez, ur seurt meizhad sportel a zo bet ijinet tro-dro d’ar sport (ha dreist-holl ar bigi-dre-lien) evit sevel ur skeudenn a-feson. Sellomp ivez penaos he deus cheñchet Groupama he skeudenn maeziat oc’h arc’hantiñ Franck Cammas. Evit ar poent, ne gaver ket ur politikerezh arwerzhouriezh ken stank e Breizh, marteze peogwir ne vez ket ar Vretoned en o bleud gant ar bruderezh.

Evit echuiñ, taolomp ur sell ouzh kartenn an aotreidi kaiak e Bro C’hall. Ur wech ouzhpenn, Breizh zo e penn, dreistmentet eo e-keñver ar pezh e rankfe bezhañ diouzh niver ar boblañs. Stêrioù bihan ha bev zo niverus er vro ha douret mat e vezont a-hed ar bloaz. Met estreget ar spletoù naturel a zo e penn-kont evit displegañ an dibarder-mañ-dibarder. Plijout a ra d’ar Vretoned ar sportoù naturel, pleustret war an dour ha gant red an dour, war ar mor hag gant ar froudvor, an avel hag an Aotroù Keravel. « Kaout mor hag avel » a vez troet fall e galleg : Aller « contre » vents et marées

A-benn-ar-fin e vefe aes liammañ spered ar vro ouzh spered an dud. « Ar Vretoned zo ur bobl kalonek » . «N’eus ket poultr war o daoulagad » . Memes pa vez amzer vrein pe amzer gaoc’h ! Er c’hontrol a wechoù …. Met, hep gouzout perak, bez ez eus pobloù etrekeltiek all ha na blij ket dezho merdeiñ (dreist-holl tud eus Bro Iwerzhon). N’eo ket e vefe gwelloc’h pe wasoc’h ar pezh a vez gwelet e Breizh. Met disheñvel eo.

Ne gomprenomp ket mat perak eo ken diforc’h an traoù. An natur ? Moarvat. An istor ? Hep mar ebet. Da skouer, er XVIIe kantved, « seul vui ma kreske ar gwiaderezh e Breizh, seul niverusoc’h e oa ar bigi a gase danvezioù da bell vro » 9. Pinvidik mor ! N’eus ket tu da dreiñ an dro-lavar-mañ e galleg. E spered an dud, ar mor, er vro-mañ, a zo liammet ouzh traoù strujus (da skouer, evit temzañ douaroù an Arvor). Marteze e plij ivez d’ar Vretoned chom penn-ouzh-penn gant ar mor pe gant ar meurvor, e don ar mor pe war an don. E Breizh, kalz skrivagnerien ha kalz arzourien o deus deskrivet al liamm koz-Noe-se etre ar Gelted har ar mor (gwengel Tír na nÓg, mojenn Kêr-Is…). Hervé Hamon a lavare ez eus amañ ur seurt « ezhomm mor » 10. Gant ar sport, dreist-holl gant ar bigi-dre-lien, e kendalc’h ar re-yaouank, en un doare disheñvel ha kevrinus awalc’h, d’ober anaoudegezh gant ar bed bras.

Ar bodad skridaozañ

Sevel Breizh

1. (voir le site)

2. Héran (F.). Le retour de la bicyclette. Une histoire des déplacements urbains en Europe, de 1817 à 2050, La Découverte, 2015, 256 p.

3. L’interdiction du pantalon pour les femmes, décret Sénat. (voir le site)

4. Cheñch a ra an draoù, da skouer e bro Belgia gant kresk ar velo-tredan : (voir le site)

5. Diwar-benn al levr skrivet gant J.-C Cassard, (voir le site) Da welout, ur rentañ-kont ivez skrivet gant B. Merdrignac

(voir le site)

6. (voir le site)

7. (voir le site)

8. Augustin (J.-P). Surf Atlantique, les territoires de l’éphémère, Maison des Sciences de l’Homme, Talence, 1994, 272 p. J.-P. Augustin (voir le site) L. Falaix et M. Favory ( (voir le site)

9. Hir (R. an). Dre hent pe hent, Mouladurioù hor yezh, 1990, p. 188.

10. Hamon (H.). Besoin de mer, Points, Paris, 1987.

Voir la version en français sur :

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : construire la Bretagne, sports
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons