Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Janlug ha Youenn, kanerien Kreiz Breizh Akademi
C'hoariva an Oriant, just a-raok ar bleustradeg diwezhañ, Youenn Lange ha Janlug Er Mouel a gont o istor...
Par Fanny Chauffin pour FC le 11/08/15 11:16
:

C'hoariva an Oriant, just a-raok ar bleustradeg diwezhañ, Youenn Lange ha Janlug Er Mouel a gont o istor...

Pempvet Breizh Akademi : div vouezh, dek soner tamboulin, violoñsoù e leiz, sonerezh a bep seurt livioù : Breizh da gentañ, met ivez Europa ar reter, Iran... Souezhet ha bamet e oa an dud dec'h gant o abadenn nevez.

Evit Janlug eo ar c'han un istor a-gozh : abaoe tregont vloaz emañ o tastum paozioù e vamm-gozh a Bloue da gentañ, ur strollad rock Brazil, ur c'houblad biniou-bombard, an trio gant Capitaine-Faucheur, ... ha Breizh Akademi, Dañs el Jeko, pladennoù, raktresoù a vil vern hiziv.

Evit Youenn avat, eo un istor nevez-flamm. Evel Lors Landat, pe Erik Menneteau, en doa bet un doare "deklik" pa oa bet gwelet gantañ Erik Marchand, ha kanerien kan ha diskan.

Ha setu Youenn o tont da Vreizh evit ur staj brezhoneg, goude bout desket ar biniou ba Paris. Hag evit ur staj ur sizhunvezh brezhoneg, petra gwelloc'h eget mont da di Erik Menneteau evit peurlipat e damm brezhoneg ?

Pignet war al leurenn e Taol Kurun 2014 gant an abadenn "les Brethoniques" asambles gant strollad Erik Menneteau just a-walc'h, setu ar paotr yaouank ba Breizh Akademi. Ur brav a istor, evel e vez kavet kalzig e bed ar c'han ha diskan.

Gant ma vo souezhadennoù mod-se pep bloaz ha pep munut...

Voir aussi sur le même sujet : kan da selaou, krouidigezh, FIL