Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Evit ur c’hlas divyezhek publik e kastell-Briant
Evit ur c’hlas divyezhek publik e kastell-Briant
Par pour Ai\\'ta ! Bro Dreger le 11/03/18 22:30

Nac’het ez eus bet nevez ‘zo gant servijoù an deskadurezh Stad digeriñ ur c’hlas divyezhek e skol René-Guy Cadou e Kastell-Briant el Liger-Atlantel. Gant kerent ar vugale e vez douget ar raktres-se hag harpet e vez gant an ti-kêr ha kannaded ar vro koulskoude. 15 bugel zo bet rak-enskrivet evit an distro-skol o tont zoken, pezh zo pell uheloc’h evit an niver dleet evit digeriñ un hentenn e Rannvro Breizh.

N’eus abeg ebet neuze ne c’hellfe ket an deskadurezh e brezhoneg bezañ diorroet e Kastell-Briant. Ret eo d’ar yezh bezañ desket e holl kumunioù ar vro ha normal eo e c’hellfe seurt hentenn kaout he flas en ur gumun 12 000 annezad. Daoust da se e vez klasket diskar an deskadurezh brezhoneg gant servijoù ar Stad, ar pezh a lak ar yezh en arvar.

Pelloc’h eget ur raktres skoliata evit 15 bugel eo eus ur gudenn demokratel ez eus kaoz. Penaos asantiñ e vefe nac’het ur raktres klas gant 15 bugel e Kastell-Briant padal e vez digoret klasoù gant nebeutoc’h a vugale e akademiezhoù all hag e teu da wir hentennoù damheñvel e tu all bevenn melestradurel rannvro Breizh ? Diskouezet e vez mat gant ar gudenn-mañ e vez lakaet diaes en un doare pleustrek annezidi al Liger-Atlantel abalamour ma ‘z eo bet nac’het gant ar Stad adunvaniñ Breizh daoust ma ‘z eo a-du lodenn vrasañ ar vreton-ez-ed.

Ar brezhoneg en deus da vezañ kelennet er skolioù pa vez ur goulenn sokial, el Liger-Atlantel kement hag e peurrest ar vro.

N’eo ket raktres klas divyezhek Kastell-Briant an hini nemeti bet nac’het ar bloaz-mañ el Liger-Atlantel. E Gwenrann ez eus bet graet kement-all. Ma talc’hfe akademiezh Naoned da nac’hañ digeriñ un henten divyezhek e Kastell-Briant, e rofe Ai’ta ! da c’houzout ez eo un diforc’hidigezh-yezh. Rak aze e vefe nac’het ar chañs da gaout un hentenn divyezhek da tud al Liger-Atlantel abalamour emaint o chom en departamant-se. Ne vefe ket tu degemer an dra-se en ur stad demokratel e Kornog Europa.

Gant an afer-mañ e weler mat an dañjer bras a zo evit ar brezhoneg el Liger Atlantel, hag e buhez pemdez breton-ez-ed an departamant-se.

Gervel a reomp neuze an Emsav en e fezh da ziskleriañ e souten ha da c’hervel da vanifestiñ :

D’ar Sadorn 31 a viz Meurzh da 3 eur hanter dirak ti-kêr Kastell-Briant

Voir aussi sur le même sujet :