Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
........................;;
........................;;
- Reportage -
Eus Moskov da dTbilisi: un hent hir evit chom hep mont d’an talbenn
Istor un den yaouank eus Moskov divizet gantañ kaout repu e Jorjia ha n'eo ket brezeliñ [Résumé].
Par Anna Mouradova pour Anna Mouradova le 18/10/22 20:32

Den ne oar resis pet den a oa bet o tec’hout kuit eus Rusia e miz Gwengolo 2022 pa oa kroget ar gouarnamant rusian da c’hervel ar baotred d’an talbenn, hag ivez pa oa deuet war well ne veze ket an arme rusian gouest da vezañ trec'h ganti en Ukraina. Lavaret e vez e oa aet kuit etre tri-c’hant-mil ha seizh-kant-mil a dud er-maez ar vro. Al lodenn vrasañ anezho o vont da Gazakstan, met kalzig anezho, war-dro dek-ha-tri-ugent mil den, o deus dibabet Jorjia. Ken niverus e oant - dav eo derc’hel soñj ivez eus ar re aet kuit diagent, da lâret eo abaoe deroù ar brezel - ma z eo bet nec’het ar Jorjianed. Keroc’h eo deuet da vezañ ar vuhez. Ker-ruz eo feurmiñ ur ranndi e kêrioù evel Tbilissi ha Batoumi. Ha c’hoazh piv oar peseurt paotred yaouank a zo o tont, a lavar an dud. Ha tud onest int pe get? Marteze ivez e teuio war o lerc’h an arme rusian evit «diwall» anezho. Ha mod-se ober brezel ouzh ar Jorjianed evel ma oe er bloavezh daou-vil-eizh? Abalamour da se emañ bremañ ar gouarnamant o soñjal cheñch ar reolennoù evit keodedourien Rusia. Moarvat e vo ret dezho kaout ur viza evit dont e-barzh Jorjia.

Gervel ar baotred d’an talbenn (en Ukraina) a ra da galz a baotred yaouank kuitaat bro-Rusia.

Setu perak e oa mall war ar baotred yaouank evit kuitaat Rusia e fin miz Gwengolo, ha dont da Jorjia ken buan ma c’hellent. Bilal C’hak, ur programmer eus Moskov ne felle ket dezhañ mont d’an talbenn. Divizet en doa dont da dTbilisi evit en em guzhat betek fin ar brezel. Asantet en deus kontañ e istor ha menegiñ e anv. Moarvat ez eo dañjerus lakaat poltred an dizertour.

Dre ma oa ker-ruz bilhiji karr-nij – ouzhpenn-se ne oa ket anezho ken - e oa divizet gantan dont dre ur c’harr-tan. War-dro c’hwec’h-ha-tregont eurvezh bleinadur a zo etre kêrbenn Rusia hag hini Jorjia. Met da vare ar brezel n’eo ket ken aes tremen dre an harzoù.

Istor ur programmer (pe stlennegour) bet o tec’hout Moskov.

Divizet em boa mont da dTbilisi rak mignoned din a veze o vevañ eno abaoe daou viz bennak. Pedet o doa ac’hanon. Divizet em boa mont dre ar c’harr-boutin betek Verc’hni Lars (ar «check-point» en Osetia, al lec’h nemetañ evit mont eus Rusia da Jorjia, dre ur c’harr-tan pe ar c’harr-boutin – A. M.). Eno e oa pemzek a c’hilometrad-hent stanket rak ar c’hirri. Ne fiñve ket ar c’hirri-tan, tamm ebet. An dud a zeue er-maez, rak int a gomprene ne oa ket tu mont war-raok. Tud all a zeue eus kêriadennoù tro-war-dro d’o gwerzhañ mirc’hi-houarn evit ma c’hellent mont war-raok. Ar re a oa war varc’h-tan e oa aes dezho mont dre ar stankadenn betek an harz. Eno e oa paotred ar polis o c’houlenn arc’hant digante (en-enep d’al lezenn, eveljust!) ha lezel tud zo da vont gant ar c’hirri-tan war an tu kleiz eus an hent, a-enep an holl reolennoù. Goulenn a raent etre dek mil ha kant-mil roubl ha muioc’h c’hoazh (etre kant-ha-tri-ugent euro ha c’hwezek-kant euro – A. M.). Ouzhpenn-se e oa ar boliserien oc’h ober o seizh gwellañ evit stankañ an hent a-ratozh-kaer, ha nompas lezel ar c’hirri-tan tremen an harz war-bouez re o blenierien bezañ paeet dezho. A-wechoù e kasent ar c’hirri-tan betek ur park-lec'h bennak ha leuskel mont kuit ar re a roe arc’hant dezho nemetken.

Dre garr-boutin, war droad, dre garr-tan

Evit kregiñ ez aen e-barzh ur c’harr-boutin betek Verc’hni Lars, met d’ar c’hwec’hvet-warn-ugent a viz Gwengolo d’abardaez e oe chomet a-sav ar c’harr-boutin dirak ur stankadenn kirri-tan a drizek kilometr a hirder. D’ar beure ar seizhvet-warn-ugent a viz Gwengolo e vanke deomp pemp kilometrad hent c’hoazh da vont gantan evit erruout betek ar «check-point» . Neuze em eus divizet kenderc’hel war droad. Da seizh pe eizh eur diouzh ar mintin em eus lezet va feadra e-barzh ar c’harr-boutin. Ha dao d’an hent. Un den e-barzh ar c’harr-boutin en doa prometet din digas va malizenn betek Tbilisi. N’anavezen ket anezhañ met petra all a oa da ober ? Lavarout a ra an dud e vefe serret an harz, diouzh tu Bro-Rusia, d’an eizhvet-warn-ugent a viz Gwengolo. Rak-se e vefe ret din hastañ buan. Ar c’hilometradoù diwezhañ a oa ar re startañ, kement a girri-tan a oa an hent war an daou du. Nervennek e oa an holl dud, ul lodenn vrasañ o tabutal. War ribl an hent e welen tud eus ar c’horn-vro o huchal ouzh an holl az ae gant an hent. Kunujenniñ a raent ac’hanomp war zigarez ne felle ket deomp mont d’an talbenn rak an aon da vrezeliñ, sañset.

An harz rusian

Erruet betek an harz e oe dav din gortoz va zro, a-unan gant ar re all a zeue war droad eveldon. E-pad an div eurvezh kentañ ez ae buan war-raok an dud dirazon: e penn-kentañ e chome daou-c’hant pe tri-c’hant metrad hent betek ar «check-point» . Div eurvezh diwezhatoc’h e chome hanter-kant metrad nemetken. Met un tammig diwezhatoc’h c’hoazh an dud n’ez aent ket war-raok ken. Hervez ar valtouterien rusian e oa bet serret an harz gant o c’heneiled jeorjiat. War zigarez ne oant ket gouest da zegemer kement a dud war un dro. Pa oe serret an harz ne oa nemet etre hanter-kant ha pevar-ugent den dirazon. Met pa oa digoret en-dro, a-greiz-holl e oe war-dro daou-c’hant den dirazon: tud a oe a felle dezho mont war-raok hep gortoz o zro. Lod ac’hanomp a oa fuloret abalamour da se, ha krog e oant da huchal a-gevret «Gortozit ho tro! » . Sach-blev hag emgann a savas war a seblant. Met n’on ket sur, ken diaes e oa gwelout petra a c’hoarveze eno e penn all an tolpad. Gwelet em eus tud a zeue en-dro rak ne oant ket bet lezet da zont da Jorjia, daoust ne oant ket niverus. Unan anezho a oa ur paotr yaouank war-dro ugent vloaz anezhañ. Lavarout a rae a-vouezh uhel evit bezañ klevet digant an holl ma oa bet roet dezhañ ur baperenn evit kas anezhañ d’an talbenn pe un dra bennak mod-se. N’ouzon ket re vat. Ar pezh zo sur, ne oa ket bet hemañ laosket da vont er-maez ar vro.

A-benn meur a eurvezh ne zae den ebet war-raok ken. Ne oan ket evit gortoz pelloc’h. Deuet on e-barzh ur c’harr-tan, pezh a gouste pemzek-mil roubl (war-dro daou c’hant ha c’hanter-kant euro) evit tremen an daou harz. Chañs am eus bet rak ar re all a c’houlenne evit se etre ugent-mil Roubl hag hanter-kant-mil Roubl (etre tri-c’hant-ha-tregont Euro hag eizh-kant-ha-tregont Euro), a-wechoù evit tremen un harz hepken, a-wechoù evit tremen an daou harz.

A-hed an dachenn neptu (pe no-man’s land) betek harz Jorjia

Goude bezañ tremenet dre harz Bro-Rusia e oamp en em gavet war an dachenn neptu. Eizh eur da nozh e oa dija. Noziñ a rae. Divizet em boa mont war droad adarre, rak ar c’hirri-tan a chome o c’hortoz o zro e-pad unnek pe zaouzek eurvezh. E penn all an dachenn neptu e oe tizhet ganin dilost tolpad an dud a c’hortoze o zro evit mont en-tu-all da harz Bro-Jorjia. Dav e oe din gortoz e-barzh un hent-riboul. Aon am boa bezañ taget gant c’hwezh achaperezh ar c’hirri-tan, met santet em boa ur banne avel fresk ha komprenet em boa e oa aer en hent-riboul. Bez e oa maltouterien jorjianek eno. Int a bede ar vlenierien da lezel ar c’hamionoù tremen buan ha pa chome a-sav ar c’hirri-tan int a bede lazhañ ar c’heflusker.

Eno ivez ez ae an dud war-raok, buan a-walc’h da gentañ. Met un eurvezh bennak goude e chomas an tolpad a-sav. Chomet on e-barzh an hent-riboul dindan an avel yen, en deñvalijenn. A-benn eizh eurvezh e oe ret din mont da glask ur c’harr-tan adarre. Ne oa takenn dour ebet ganin. Ne oan ket evit debriñ, rak ne oan ket gouest da zebriñ tamm boued sec’h ebet. Buan a-walc’h em eus kavet ur c’harr-tan. Ne oe goulennet diganin nemet pemp mil Roubl (pevar-ugent Euro) evit mont betek an eil harz. Hag a-benn daou-ugent vunut e tizhen Jorjia, a-benn ar fin. C'hwec'h eur vintin e oa.

Hag an dazont ?

Bremañ ez eo ret din bevañ er vro-mañ. Miret em eus va fost-labour ha kenderc’hel da labourat en estrenvro. Moarvat e chomin amañ e-pad pemp bloaz bennak. Da c’houde e fello din klask labourat e-barzh ur gompagnunezh etrevroadel, ha mont da vevañ er C’hanada.

Ne soñj ket din e c’hellin distreiñ da Vro-Rusia. Ya, tu a vo dont da welout va zud kar ha va mignoned. Met ober a rin kement-se pa vo cheñchet ar galloud e Rusia.»

E-touez ar re ziwezhañ o vont kuit e oa Bilal. Rak prestik-goude e oa deuet ofiserien an arme rusian da Verc’hni Lars evit tapout krog war an holl re a oe ret dezho mont d’an talbenn. War hentoù Osetia nepell eus an harz e veze gwelet soudarded ha ne lezent ket an dizertourien kuitaat o bro. Goude se e oa steuziet an tolpad. Bremañ n’int ket niverus ken ar re a fell dezho dont da Jorjia dre Osetia.

Berr-ha-berr (e galleg)

La mobilisation décrétée courant septembre par le régime a jeté sur les routes en direction des frontières, et dans l’urgence, de nombreux jeunes en âge de porter les armes mais qui ont fait le choix de ne pas rejoindre le front en Ukraine voisine.

L‘article raconte l’exode d’un jeune moscovite, informaticien de métier, qui réussit in extremis à rejoindre la Géorgie. Au prix de mille péripéties. Embouteillages monstres, autocar , à pied, voitures, corruption des gardes-frontières et des militaires, attentes interminables, bagarres pour la préséance quand une porte s’entrouvre, incertitude, inconfort, suffocation dans un tunnel routier, insultes de la part d’une partie de la population locale à l’égard de ceux qui fuient le régime et la guerre, petit commerce d’opportunité….Bref tous les ingrédients sont réunis pour faire de ces quelques jours une odyssée dramatique et finalement réussie.

Reste à écrire l’avenir. Sans doute en Géorgie pendant quelques années, puis à l’international outre-Atlantique. Mais pas question de revoir amis et parents restés en Russie, tant que le régime n’aura pas changé. (galleg evit an ABP gant JLLF)

4  0