Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Teulioù embannet gant Mirva an Arvor
Teulioù embannet gant Mirva an Arvor
- Communiqué de presse -
Emgav etre Ai'ta ! ha Mirva an Arvor
E dibenn ar bloavezh 2012 eo bet dilennet Viviane Le Dissez, kannadez Dinan, da brezidantez kuzul-merañ Mirva an Arvor. Gant ar soñj e c'hellfe kannadez Breizh kas ar brezhoneg war-raok
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 5/10/13 23:34

E dibenn ar bloavezh 2012 eo bet dilennet Viviane Le Dissez, kannadez Dinan, da brezidantez kuzul-merañ Mirva an Arvor. Gant ar soñj e c'hellfe kannadez Breizh kas ar brezhoneg war-raok en aozadur-se eo bet skrivet d'ar gannadez, d'an dileuriad e Breizh, ha d'ar sez e Rochefort a-raok an hañv. Pedet eo bet neuze Ai'ta ! d'en em gavout gant dileuriad Mirva an Arvor e Breizh, evit lakaat ar gaoz war plas hor yezh en aozadur hag en o obererezhioù.

Degemeret mat eo bet Ai'ta ! e Plerin gant an aotrou Denis Bredin, dileuriad Mirva an Arvor e Breizh, e-kerzh miz Eost. Ur c'heloù mat a oa gantañ : a-benn bremañ e c'hello bezañ lakaet brezhoneg war panelloù Mirva an Arvor, gant m'o deus stourmet dileuridi Breizh, Korsika hag Euskadi evit ma vefe lakaet splann e kevrat palioù nevez an aozadur eo aotreet ar panelloù liesyezhek. A-raok fin ar bloaz eo sañset ar fornad panelloù nevez erruout setu e sello Ai'ta ! ouzh an disoc'h gant aked.

Ha pa vefe graet brav labour ar panelloù nevez n'eo ket trawalc'h dre ma c'heller lakaat e plas un toullad traoù aes all. Kinnigoù fetis a zo bet graet gant ar strollad evit kas ar brezhoneg war-raok e mont en-dro Mirva an Arvor hag el labour a gasont da-benn. Plijet eo bet Denis Bredin gant ar c'hinnigoù dre ma 'z eo a-du gant diorren ar yezh. Hervezañ e c'hello mont war-raok traoù 'zo, met traoù all a vo stanket gant ar pennoù bras avat.

Dedennet kenañ eo Denis Bredin gant anv al lec'hioù (kompren ar pezh a dalvezont, eus a belec'h e teuont…) ha prest eo da reiñ plas d'an titouroù-se e teulioù Mirva an Arvor. N'eo ket un dra fall, anat eo, met unan eus kinnigoù Ai'ta ! a zo mont pelloc'h gant sevel teulioù ha diskouezhadegoù divyezhek. Ne oa ket Denis Bredin a-enep tamm ebet, met n'eo ket graet c'hoazh. Labour a chom eta…

Da glozañ gant an emgav ez eus bet anv eus 40 vloaz Mirva an Arvor hag a vo lidet e 2015. Evit an degouezh e vo aozet darvoudoù dreist-ordinal, hag e-pad an eskemmoù eo ganet e penn Denis Bredin e c'hellfe bezañ aozet traoù ispisial e brezhoneg, ha roet plas hor yezh evel-just.

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons