En em gavet eo ar strollad Ai'ta ! gant Kengredit Breizh e sez ar Bank er Releg-Kerhuon gant Dominique Andro, pennrener dileuriet (rouedadoù ha servijoù arbennik).
Krouet e oa bet produioù nevezus war dachenn ar yezh gant Kengredit Breizh er bloavezhioù 80 ha 90 (chekennaouegoù en 1982, bilhedaouerioù e brezhoneg e 1997).
E touez an embregerezhioù bras kentañ o sinañ ar garta "Ya d'ar Brezhoneg" e 2001 'oa bet Kengredit Breizh.
O labourat war un aozadur nevez anvet « Bank an dazont » emañ Kengredit Breizh ha seblant eo bet disoñjet ar brezhoneg. Sklaer eo evel lagad an naer pa weler ar patrom ajañs nevez bet digoret e Plouarzhel. Poent bras eo chañch penn d'ar vazh evit ur bank a zo sañset bout "dibar" , "lec'hel" hag "engouestlet". Spi bras hon eus e vo graet strivoù evit nevesaat ar garta "ya d'ar brezhoneg" bet sinet e 2001 (14 bloaz zo..) gant palioù nevez ha nevezus evit ar yezh.
Un teul zo bet kinniget da Gengredit Breizh gant kinnigoù resis.