Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Deuet eo er-maez danevell nevez Arsellva Ofis ar Brezhoneg
D'ar Merc'her 12 a viz Kerzu e oa bet kinniget e Roazhon gant an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg an eil danevell hollek graet gant an Arsellva war stad ar brezhoneg, anvet : « Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour ». Gant Arsellva ar Brezhoneg e vez dastumet ha
Par Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne le 14/12/07 13:48

D'ar Merc'her 12 a viz Kerzu e oa bet kinniget e Roazhon gant an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg an eil danevell hollek graet gant an Arsellva war stad ar brezhoneg, anvet : « Ar brezhoneg e-kreiz ar roudour » .

Gant Arsellva ar Brezhoneg e vez dastumet ha dielfennet roadennoù sokioyezhoniel, graet studiadennoù ha kelaouet an dud hag ar re zo ar galloud divizout ganto diwar-benn stad ar brezhoneg bremañ. Ar benveg-se, ha n'en deus ket e bar e Breizh, a ro tu da gompren gwelloc'h al lusk zo tro-dro d'ar yezh en deiz hiziv.

Danevell gentañ an Arsellva, embannet e 2002, a zisplege sklaer dija e oa ar yezh en arvar. N'eo ket bet cheñchet kalz abaoe, daoust ma'z eus spi da gaout gant divizoù an dilennidi (vot a-unvouezh gant ar C'huzul-rannvro e 2004 evit ur steuñv politikerezh yezh evit Breizh, sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg gant 65 kumun a Vreizh, koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet skoazellet gant 5 departamant Breizh ha traoù all c'hoazh).

Met ne vo ket a-walc'h evit cheñch penn d'ar vazh, rak an traoù a ya war washaat dre ma n'eus ket a-walc'h a re yaouank desket brezhoneg ganto evit kemer plas ar vrezhonegerien gozh a ya kuit.

A-hend-all, e-korf ar 5 bloaz tremenet, n'eus ket bet a reveulzi e bed ar mediaoù (krouidigezh ur chadenn skinwel pe skingomz e brezhoneg da skouer), daoust ma'z eus bet savet abadennoù nevezus war ar Genrouedad.

Diwar an eil danevell-mañ e c'haller tennañ un nebeud poentoù : - Ret eo en em harpañ war emzalc'h nevez ar Vretoned o deus komprenet emañ o yezh en arvar. - Ret eo lakaat e pleustr ur gwir raktres evit saveteiñ ar yezh, unan a ranko bezañ savet buan ha gant youl. - Ret eo krouiñ ur sinergiezh etre ar Stad, an departamantoù, ar c'humunioù, an ensavadurioù barrek a-benn reiñ d'ar brezhoneg un diorren padus. - Ar benveg politikerezh yezh zo gant Rannvro Breizh, Ofis ar Brezhoneg, a rank bezañ kreñvaet hag e gefridi kadarnaet.

Gallout a reer prenañ an danevell-mañ, 136 pajenn enni (ouzhpenn 80 kartenn ha grafik), dre gas 25 € da : Ofis ar Brezhoneg 8bis straed Félix Faure 29270 KARAEZ-PLOUGER. (Da urzhiañ en he stumm gallek pe en he stumm brezhonek).

Voir aussi sur le même sujet :