Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Ar vro bagan, 40 vloaz 'zo dija !
Ar vro bagan, 40 vloaz 'zo dija !
- Chronique -
Ar c'hoariva : treuzkas an tan ?
9vet pennad diwar nerzh krouiñ Diwan, dre an arzoù, ha dre ar c'haoriva ar wech-mañ
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 28/08/17 12:05
:

A-drugarez da strollad Ar Vro Bagan e oa bet stummet remziadoù a vugale etre ar skol-vamm hag al lise, dre soubidigezh. Gant Goulc’han Kervella, Nicole Ar Vourc’h, Bob Simon ha Paskal Cariou e oa bet kantadoù a vugale bep bloaz o teskiñ arz ar c’hoariva, gant testennoù kozh, kontadennoù an Uhel, istorioù fentus, pe pezhioù donoc’h evel reoù Tangi Malmanche, Tilly, … E 2014, e Kerien e lavare Goulc’han Kervella :

"Kroget hon eus d'ober pezhioù c'hoari evit ar vugale e 1982, me gav 'din, zoken a-raok, peogwir dre ma z'eus tud Ar Vro Bagan aet war ar vicher, se oa dreist-holl evit gellout sikour bugale a oa e skol evit deskiñ brezhoneg, skolioù kentañ Diwan. Da c'houde-se ar skolioù divyezhek ha laik e bloavezh 1982, setu hon eus kroget diouzthu ivez d'ober pezhioù c'hoari evit ar vugale."

Ar re a zo bet stummet a labour hiziv er skinwel, a grou strolladoù c’hoariva (La Obra e Douarnenez, Teatr Piba e Brest), pe a gendalc’h gant ar c’hoariva er c’hlas evit ar re aet da gelennerien, pe war o amzer dudi. 80% anezho o doa bevet raktresoù arzel pa oant e Diwan (pezhioù c’hoari, kan...). Met piv a vo war lerc’h Ar Vro bagan er c’hlasoù ? Piv a ginnigo pezhioù c’hoari ken dreist d’ar vugale, ingal bep bloaz, ha piv, dreist-holl, a zesko d’ar re vihan dizoleiñ ur bed ha n’eo ket hini ar skol, dre ar c’horf, ar yezh, ar from ?

Pezhioù evit ar vugale gant tud a vicher :

Ar Vro Bagan

"Enez al legumaj

Al labous hag ar pesketour

Gwrac'h enez al loc'h

An tour tan

Lizig, priñsezig an dour

Ar gêr vras

Toull ar bleiz

Avaloù Vleago"

Panteatr

"Wishbone Jack"

Gaia Teatr

"Naguisha

ar Barbouti"

Madarjeu

"Alanig al louarn"

Teatr Piba

" Al liorzhour"

La Obra

"Nono ha Polos"

Voir aussi sur le même sujet : stourm, c'hoariva, deskadurezh, diwan
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons