21vet Taol Kurun o strakal a-benn digwener er vro : Breizh pemp departamant, Jil Servat, prezegennoù, filmoù, c\'hoariva, kan, kas ha treuskas sevenadur ar vro...
Gant ur skritell savet gant Olwen Manac\'h eo aes a-walc\'h da lavarout petra eo tem Taol Kurun ar bloaz-mañ : an treuskas.
Treuskas etre ur skipailh a zo bet feal ha labourus e-pad ugent vloaz, d\'ur skipailh tud a vicher (Lenig a zo ar gopradez nevez Ti ar Vro Kemperle) asambles gant 20 kevredigezh ar vro.
Setu neuze tregont abadenn, c\'hoariva, sinema, daou fest-noz, fest-deiz, ... peadra da gaout plijadur e kreizig kreiz ar goañv.
Evit mirout ur plas evit ar c\'hig ha farz disul o tont (a-raok dimerc\'her) : 06 95 65 86 85
evit chaseal an haiku : 06 79 14 96 87