Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Herve e kreiz al labourerien
Herve e kreiz al labourerien
- Communiqué de presse -
Pa vez implijet mat ar ger kengred...

Hanter-kant a dud war ar park 17 devezh-arat anezhañ. E-korf ur penn-devezh e oa bet dastumet tonnennoù avaloù-douar

Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 25/08/13 20:38
:
Réalisation :
(383 vues)

Hanter-kant a dud war ar park 17 devezh-arat anezhañ. E-korf ur penn-devezh e oa bet dastumet tonnennoù avaloù-douar gante. Teir sizhunvezh o defe bet ezhomm pevar den da gaout mod-all. Ha da c'houde, digor-kalon ha pred, kafe gato gant Gi ha Jean o kanañ.'Giz gwechall.

Abalamour da betra e oa bodet kement-se a dud ? Anavezet mat eo Herve, labourer-douar bio abaoe dek vloaz, gant an holl er vro : tud ar c'helc'h keltiek, ar sonerien, klianted ar marc'had ha festival Taol Kurun. Met c'hoarvezet ’oa bet un dra spontus gantañ e miz Gouere, ur gwallzarvoud oto, pa oa o tistreiñ eus marc'had Molan. Ha torret kein Herve, rediet da vont da Vrest evit bout operateet. Ret e vo dezhañ kaout un tamm pasianted a-raok distreiñ da labourat douaroù Sant-Turian.

Deuet eo ar paotr da reiñ kalon d'an holl a oa deuet da skoazell anezhañ.

Prest e vo an avaloù-douar da dremen ar goañv, dindan pratell ti-feurm Herve.

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 6 ?