Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Editorial -
Pa vez graet re a drouz gant ar gwirionez, gwelloc'h eo tevel ha mougañ anezhi.

Pebezh trouz war an douar patatez-mañ ! Pa vez implijet armoù an agrobusiness (bruderezh er metro) gant difennerien an natur, e vez douget klemm diouzhtu, ken bras eo deuet galloud ar media hiziv an deiz. Ha ma vefe gwir ar pezh a vez lavaret gante ?

Fanny Chauffin pour ABP le 15/02/11 22:23

Pegen buan e ya an traoù pa vez rebechet un dra bennak da Vreizh ! An aotrou le Fur, strolladoù politikel, er radio, ...

Diouzhtu e vez lavaret ez eo treitourien ar re a gred lavarout e vez OGK er boued ha ne vez ket kelaouet an dud a bren anezhañ. Kontañ gevier eo lavarout emañ ar gwenan o vervel pa ne vez ket tennet ar Gaucho diouzh ar produioù implijet er vro, livourien gevier ar re a embann sklaer eo dañjerus ar bezhin glas war an traezhennoù ?

Pegoulz e vo fur a-walc'h ar vro-mañ da c'hallout bodañ tro-dro d'an daol an dud, hep lakaat an eil a-enep egile, nac'h ha mougañ diouzhtu ar re a sav a-enep (manifestadeg Douarnenez da skouer), evit saveteiñ ur sistem a zo en arvar da vervel ma ne vo ket cheñchet buan penn d'ar vazh.

Pegoulz e vo bras a-walc'h ar vro-mañ evit klask diskoulmoù gwir ? Pa ne vo gwenanenn ebet ken o nijal ? Pa ne vo ket moaien ken da vont da neuial e bord ar mor ? Pa vo marv ar vro, da vat ?

Voir aussi :
mailbox
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 4 ?