Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Kemenn barr-amzer war yezh ha sevenadur Breizh
Efedoù al lezenn war an arc’hant, a c’houlenn digant ar strollegezhioù lec’hel ober strivoù budjed pouezus, o deus dija un efed negativel war ar sammadoù gouestlet d’ar sport ha d’ar sevenadur dre vras.
Par Kehentin - Communication pour DIWAN le 7/05/25 8:56

Efedoù al lezenn war an arc’hant, a c’houlenn digant ar strollegezhioù lec’hel ober strivoù budjed pouezus, o deus dija un efed negativel war ar sammadoù gouestlet d’ar sport ha d’ar sevenadur dre vras.

Evit ar re a labour a-benn treuzkas hag implij ar brezhoneg pe sevenadur Breizh, diazezet a galz war youl ar bed kevredigezhel, e vez santet an efedoù bremañ :

Ar strollegezhioù lec’hel, a embann evit ar mare kenderc’hel gant ar skoazell da yezh ha sevenadur Breizh, n’int ket evit kreskiñ o sikourioù ha dre an dra-se e virer da wellaat ha da ziorren, kondisionoù labour an implijidi a labour evito hag a ra peurliesañ kalz diwar nebeud a zoareoù.

Peogwir ne vez ket lakaet e pleustr holl zoareoù an emglev Stad-Rannvro evit implij ha treuzkas yezhoù Breizh, dreist-holl evit ar c'helenn divyezhek hag ar panellerezh, peogwir ne zouj ket ar Stad ouzh al lezenn Molac evit ar c'helenn divyezhek gwanaet gant ar C'huzul Bonreizhel, peogwir e chom nann paeiet ar skodennoù-skol d’ar skolioù Diwan pe divyezhek, hag an dezverkoù strishoc’h lakaet e plas evit an implijoù skoazellet, ne weler ket an amzer o vont war sklaeraat.

Aon hon eus ez afe war hiraat al listennad-se ha d’ur mare m’eo kadarnaet digresk an niver a vrezhonegerien·ezed hon eus aon ivez n’hor befe ket peadra a-benn kenderc’hel da treuzkas hor yezh hag hor sevenadur a-drugarez d’ar postoù-labour lakaet bremañ en arvar.

Kalz a dud war an dachenn a zo emskiant eus ar riskloù ha c’hoant o deus da ober eus ar 17 a viz Mae, Devezh Gouel Breizh, un darvoud stourm a-benn manifestiñ ha nac’hañ e vefe lakaet en arvar yezh ha sevenadur Breizh abalamour da ziarbennoù strizh tapet e Pariz.

An dud engouestlet a ginnig dont da Roazhon da vanifestiñ d’ar 17 a viz Mae da 2 eur g.m. evit goulenn groñs :

Graomp eus an deiziad-se un devezh na c’heller ket ankouaat hag a verko, dre al levenez hag ar c’hoant da rannañ, hor spered digor koulz hag hor c’hoant splann da nac’hañ an estrengasoni hor youl da vevañ evel kumuniezh, evel pobl hag a rank, evel an holl bobloù, bezañ gouest da gaout peadra da reiñ buhez, profañ ha treuzkas ar pezh a ra he dibarder.

Sinerien·ezed kentañ :

0  0  
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo Skolioù Diwan.
[ Gwelout pennadoù all DIWAN]
Vos 1 commentaires
Emglev An Tiegezhioù le Mercredi 7 mai 2025 22:45
Eno e vimp ivez.
(2)  Envoyer un mail à Emglev An Tiegezhioù
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 0) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons