Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
photo
photo
- Chronique -
Iliz-veur Itron-Varia Bariz addigoret d’an holl
E 2019 ez eo bet gwall-gloazet an Iliz-veur. E 2024 emañ addigoret (overennoù ha gweladennoù).
Par J-L Le Floc\'h pour ABP le 7/12/24 17:17

Peseurt liamm etre iliz-veur Itron-Varia Bariz ha Breizh ? Ha n’eo ket anat a soñj deoc’h ? Gwelomp pelloc’hik...

 

Ur sell ouzh an istor.

 

Da gentañ penn an anv a Bariz a zeu eus unan eus ar pobloù keltiek (pe galian) a oa o vevañ en Europa daou vil vloaz zo : « ar parisii » (ar gêr-se o vezañ amañ kinniget dre e stumm latin). Setu evit anv kêrbenn Frañs a-vremañ.

Da heul, an Iliz-veur-mañ - savet eo bet e-korf daou gantvedad er grenn-amzer hag adkempennet diwezhatoc’h betek an XIX kantved gant Viollet-le Duc, goude gloazadoù an Dispac’h braz - a zo gouestlet d’ar Werc’hez Vari ; da lâret eo Mari, Mamm Jezuz. Dav eo d’an holl, ha pa vefent kristenien pe get, anzav-se, dre m’emaomp e stêr an istor betek-hen.

A-benn ar fin gwelloc’h eo ar ger brezhonek (« Iliz-veur ») a gav din, evit ar ger gallek (« Cathedrale », diwar ar ger «cathedre » a dalv kador an Eskob), rak penn-iliz an eskopti, eo an Iliz-veur, da lâret eo un iliz dreist-holl ha n’eo ket ur mirdi hepken, na pegen brav e vefe war boent ar savouriezh hag an arzoù kaer, n’eo ket ‘ta ? « Braventez a salvo ar bed » (Dostoïevski).

Ha menegomp ez eo an Iliz-Veur-mañ gouestlet d’ar Werc’hez-Vari, tudenn a c’hig hag a wad, ha n’eo ket d’ur C’hazimodo bennak, tudenn ijinet dindan bluenn ur skrivagner brudet en XIXvet kantved. Evit kazetennerien zo eo ar frazenn-mañ...

 

Ur sell ouzh keleier ha darvoudoù ar bed.

 

Daoust ha n’eo souezhus pe kevrinus m’eo peget an tan enni an devezh rik (15vet a viz Ebrel 2019) ma rankfe Prezidant ar Republik gall kaozeal er skinwel diwar-benn trubuilhoù ar chupennoù-melen (« gilets jaunes » e galleg) ?

Daoust ha n’eo souezhus pe kevrinus m’eo addigoret d’an holl (evit overennoù pe gweladennoù) en ur mare a zo ken braz an trubuilhoù politikel e bro-Frañs (gouarnamant ebet ken) pe an darvoudoù en Europa - daou zen pouezus-tre a-zivout brezel en Ukraina ha brudet-tre o anvioù, Donald Trump ha Volodymyr Zelensky) pe er bed a-bezh – sinadur ar feur-skrid ekonomikel-politikel « Mercosur » ? -. E-kreizig an holl trubuilhoù-se, tost oute emañ « Notre-Dame » (e galleg) anvet ivez « An Intron Varia » (e brezhoneg).

 

Ur sell ouzh ar feiz.

 

N’eo ket re bell ar mare ma oa kalz-kalz a Vretoned o tougen an anv-bihan a Vari, memes evit ar baotred, - da skouer : « Yann-Vari » (pe « Jañ-Maï », evel ma kleven e Bro-Gerne, pa oan-me ur paotr bihan) - . Ha ma ne veze ket gwelet/klevet war ar prim e veze kuzhet e foñs ur chadenn a anvioù-bihan. Dre ne oa ket ral da Yann pe da Gatell kaout tri pe bevar anv-bihan, d’ar poent-se.

N’eo ket echu c’hoazh. Kalz a lec’hioù zo e Breizh ha a zo gouestlet da Vari. Levezonet int pa n’eo ket gweladennet a-wechoù – Kerrien  https://fr.wikipedia.org/wiki/Chapelle_Notre-Dame-de-Toute-Aide_de_Querrien , 1652 https://fr.wikipedia.org/wiki/Apparitions_mariales_de_Querrien , en Aodoù-an-Arvor, anavezet e doare ofisiel pe kazi-ofisiel - gant Mari. Gwelit al levr « Emziskouezioù ar Werc’hez e Breizh » gant Erwan ar Menga, 1969, pajennadoù 89-138). Embannet eo bet ivez e galleg « Apparitions de la Vierge en Bretagne » (Yves du Menga) embannadurioù kozhik diskoachet dre internet, adembannet dre Resiac.

Ouzhpenn-se, war an dachenn-se, n’it ket da ankounac’haat ez eo Santez Anna, houmañ Mamm ar Werc’hez Vari, enoret evel patromez Breizh a-bezh, er Mor-Bihan, e bazilikenn Santez Anna Wened  https://br.wikipedia.org/wiki/Santez-Anna-Wened , evel-just ! Al lec’h nemetañ m’eo Sz Anna (anavezet evel Mamm-gozh ar Vretoned) enoret mod-se er bed a-bezh. Setu, liammoù don zo etre ar Vretoned hag ar «Familh Santel» , a-hed an istor ha betek hirio. A-dra-sur.

Evit peurechuiñ war dachenn ar feiz, menegomp ez eo an 8vet a viz Kerzu, ma vo lidet kentañ overenn goude an tan-gwall spontus. Un devezh braz eo, choazet a-ratozh kaer hep mar ebet, evit enoriñ an Intron Varia el liderezh katolik. Hag hi ur grouadurez kement dilorc’h hag istorel, plac’h bro-Israel, ya ur grouadurez, ur vaouez ya, ha n’eo ket un doueez pe un idol bennaket. Lavarout a ran se evit an holl ne vefe ket gwirvoudoù ar feiz sklaer a-walc’h en o fenn.

 

Ur sell ouzh an artizaned.

 

Penaos uhelaat an daoulagad ouzh an Iliz-Veur hep kaout ur soñj evit an holl artizaned – betek daou viliad anezhe – ha tout an dud o deus kemeret perzh, mod pe vod, el labour divent-se : adsevel, adkempenn, un Iliz-Veur ken gloazet m’eo aet tost ouzh an distruj-plaen.

Ur merzi braz ivez d’an holl (war-dro 350.000 hervez kont) roet gante un tamm arc’hant (deuet eus pep lec’h war hon flanedenn) evit ar pikol chanter-mañ. Dre ar profoù-se, n’eus ket bet ezhomm eus argant perc’henner an Ilizoù-meur hervez ar gwir (da lâret eo ar stad). Tamm ebet.

Kavet e vo amañ liammoù  https://www.letelegramme.fr/bretagne/de-la-restauration-a-la-reouverture-ces-bretons-apportent-leur-pierre-a-notre-dame-de-paris-6717753.php war-zu pennadoù (tammoù-kregiñ nemetken) ar gazetenn «An Delegram », diwar-benn un toullad anezhe.

 

Ur bedennig da virout ar yezh hag ar feiz ganti.

 

« Ni ho salud Mari,

leun a c’hras.

An Aotrou Doue a zo ganeoc’h.

Benniget oc’h dreist d’an holl gwragez

ha benniget eo frouezh eus ho korf Jezuz.

Santez Vari,

Mamm da Zoue,

pedit evidomp,

pec’herien,

bremañ ha da eur hon marv. »

 

Ar gerioù-se n’int ket komzoù toull. Talvoudus int e pep mare a-hed ur vuhez, mare brav, mare dister... Koulz er chal hag en dichal...

 

Voir aussi sur le même sujet : Paris, catholique, cathédrale
1  0  
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant J-L Le Floc\'h]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 1 commentaires
T. Gwilhmod Le Lundi 13 janvier 2025 14:29
Trugarez evit ar pennad kentelius-mañ. Ar c'hehelerezh d'an Itron Varia e Breizh a zo bras meurbet met da addizoleiñ ez eo. Da skouer e parrez Kast ez eus ur chapel, anvet Kilidoare, bet savet el lec'h m'eo en em ziskouezet d'ur peizant, evel e Trezien-Ploñger, met evit an daou lec'h-se an Iliz ne lavar netra. Meur a lec'h all evel-se ez eus.
(1)  Envoyer un mail à T. Gwilhmod
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 4) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons