Niverenn Bremañ miz C'Hwevrer 2008 (niv.316) zo deuet er-maez !
Freuz ha reuz e Pakistan, Navarra hag Iparralde, gwallzarvoud ar chaluter Montcalm tost dek vloaz zo, prosez peñse an Erika, kuitaet renerezh abadennoù brezhonek France 3 gant Fañch Broudig... Kaoz zo diwar-benn se ha leun a draoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz C'hwevrer 2008.
Un teuliad peder fajennad zo bet gouestlet en niverenn-mañ da adframmañ kartenn al lezioù-barn. Pennadoù-kaoz a vo tu da lenn gant pennbreutaer Lez-engalv Roazhon, ur vreutaerez staliet e Bro-Dreger, hag ur barner eus Naoned. Soñj ar vreutaerien dre-vras war kinnigoù Rachida Dati zo bet sammet ivez ha kinniget e berr gomzoù.
Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.
Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)
E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.
Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)
Bremañ - Bremaik
Pol brezhoneg Skol an Emsav
25 straed Pierre Martin
35000 Roazhon
Pgz: 02 23 20 62 29
Plr: 02 99 63 82 28
breman [at] wanadoo.fr
bremaik [at] free.fr
www.breman.org - bremaik.free.fr