E c'hoariva bras An Oriant, setu pevarzeg arzour o kontañ istor Dukez Ana
Binvioù sonerezh kantved an Dukez, dielloù gwir kaier an Dukez a-dreñv ar sonerien bannet war ar skramm, mouezh Erik Menneteau o kanañ marv tud Gwengamp, ha Jean Kergrist o kemer chupenn an den en doa skrivet ul levr diwar buhez Ana Vreizh : ur sapre labour a zo bet graet gant skipailh Roland Becker, pell eus ar raksoñjoù hag an hunvreoù.
Piv oa Dukez Ana ? Ne gomze ket brezhoneg, dimezet da 11 vloaz, gant bugale kollet unan war lerc'h egile. Un dukez, memestra, rouanez div wech.
Oc'h adimplij ar binvioù sonet e kantved an dukez e seblant anat ne oa ket d'ar mare se ur sonerezh poblek hag ur sonerezh evit an dud pinvidig : un doare gaita o respont d'ur vombard hir, hentadoù ar gitar hag ar gourvioloñs, met pegen brav e oa ! Ur veaj en amzer dremenet evit kompren an amzer a vremañ, gant diazezoù istorel eo an abadenn-mañ.