Mai Ewen a gomze galleg gant he zud ha brezhoneg gant he mamm-gozh, he "Nenenn" dezhi
E Skaer, nepell eus uzin Bollore e Kaskadeg, e oa familh Ar Stêr o chom, nepell eus an Izol. Aze e oa Huguette, aon ganti rak an noz hag al loar a oa o sellout outi, pe kentoc'h Yann ar falc'her a zo evel ma ouzer, o vevan el loar hag o c'hortoz ar vugale n'int ket fur.
Neuze e selaoue he mamm-gozh, "Nenenn" aketusoc'h eget ar re all b'an ti. Ha gad Nenenn a zo o redek en he sonjoù hiziv c'hoazh ...