Emañ bremañ Abc'hazia hag Osetia ar Su republikoù dieub, hervez Bro-Rusia hag un toullad broioù all. Hervez Bro-Jeorjia avat aloubet eo bet tachennadoù eus ar broioù-mañ gant an arme Rusian, abaoe ar brezel e 2008. Evit kompren penaos eo bet kroget an tabut etre an div vro diwar-benn an douaroù-se eo ret adwelout ar pezh a oa c’hoarvezet e deroù ar bloavezhioù 1990. D’ar mare-se e oa echu gant an Unvaniezh Soviedel met ne oa ket aes d’ar pobloù ken disheñvel kompren penaos bevañ a-gevret e stadoù krouet nevez zo. Emañ Joni Kvaratskhelia, rener kreizenn an enklaskerien yaouank Lazare (Tbilisi, Jeorjia) o kontañ deomp e eñvorennoù dezhañ diwar-benn ar brezel en Abc’hazia.
[JK]- Ya, repuad on, unan eus ar re e voe ret dezho mont kuit eus Abc’hazia. Gallout a ran kontañ ar pezh am eus gwelet va-unan-penn hag ar pezh n’am eus ket gwelet met klevet digant tud all. Ar pezh a zo bet c’hoarvezet e 1992 – 1993 en Abc’hazia a oa ur gwir vrezel etre Rusia ha Jeorjia. Etre naontek hag ugent vloaz e oan d’ar mare-se. Studier e oan, war an eil bloavezh-studi e Skol-Veur Souc’houmi (Abc’hazia) hag a oa ul lodenn eus Skol-Veur Tbilisi. Soñj em eus peseurt kasoni a veze maget gant an dud, an dud a veve a-gevret, a veze laouen gant an hevelep traoù pa zeuent d’un eured bennak pe d’ur vodadeg all. Deuet int, a-greiz-holl, da vezañ enebourien. Euzhus e oa. Gwashañ tra evidon a oe bet o welout un den lazhet gant unan all dirazon, dre dennoù ha bombezadegoù. Bremañ c’hoazh eo diaes din komz diwar-benn traoù seurt-se rak bewech m’emaon o komz diwarne e santan ar boan o sevel. Evel-just d’ar mare-se ne veze rouedad sokial ebet, siwazh, na hezoug (pellgomzer godell) ebet. Dre-se ne c’halle ket an dud skignañ video na tennañ skeudennoù, evel ma reont bremañ. Setu ne chom din nemet eñvorennoù hag un nebeud skeudennoù. N’eus ket kalz a skeudennoù eus ar brezel-mañ, nemet ar re a oa tennet gant kazetennerien a-vicher. Bremañ, lakaomp, gouzout a reomp petra a c’hoarvez e Kiev, piv a lazh piv, pelec’h emañ o kouezhañ ar bombezennoù. Peogwir ez eus keloù dre Internet, hep ehan. D’ar mare-hont, avat, ne oa ket tu d’ober mod-se. Soñj ’m eus e oan e Souc’houmi pe gentoc’h e rannvro Gali en Abc’hazia. Mont a rae arme bro-Jeorjia war-du Souc’houmi betek stêr Inguri evit kontrollañ an hent-houarn. Rak laeret e veze ar samm a veze en trenioù ha divizet e oa bet gant gouarnamant bro-Jeorjia reiñ urzh d’an arme mont war-raok ha dont en Abc’hazia. Evit an alouberien e oa un abeg da gregiñ gant ar brezel d’ar 14 a viz Eost 1992. E gwirionez ne oamp-ni nemet bugale, ne oa ket plijus sellout ouzh ar soudarded hag ouzh kirri-arsailh met war un dro un doare kuriusted e oa. Ya, kurius e oamp evel an holl vugale. Ne badas ket pell ar brezel-se, ar pezh a zo mat. E 1993 e oa echu ar brezel gant un dreverz. E Souc’houmi e oan d’ar mare-se. Ar peoc’h ne badas ket e-pad pell. Tarzhañ a reas ar brezel adarre pa oa aet kuit eus Abc’hazia an holl soudarded Jeorjiat hag an holl vekanikoù-arsailh, ha kaset kuit an holl armoù. Dres d’ar mare-se hon eus klevet tennoù e Souc’houmi. Tennañ a raent eus tu Bro-Rusia, ha dreist-holl war-du an aerborzh. Va eontr a oa e kêr gant va c’henitervezed ha va c’hendirvi hag a oa yaouankoc’h egedon. Divizet e oa bet gant va eontr kas ac’hanomp kuit eus Souc’houmi. Deuet e oamp d’an aerborzh, met dres war an aerborzh e kouezhe bombezennoù. Ha gwelet em eus dirazon ur c’harr-nij bet tizhet pa oa war-nes pradañ war an douar hag an dud a lamme kuit eus ar c’harr-nij, dammzevet anezho. Mervel a raent diouzhtu. Ur wech all em eus gwelet ur c’harr-nij tizhet gant un obuz. Edo o nijal, ennañ ur rummad kazetennerien eus bro-Rusia ha broioù all. Dont a raent eus kêr Sotchi. Kerkent ha tizhet e kouezhas ar c’harr-nij er Mor Du. Leñvañ a rae ar vugale. Siwazh, d’ar mare-se ne ouiemp ket e veze ur repu a-enep bombezadegoù, e-kichen kement aerborzh. A-benn ar fin hon eus kavet ul lec’h evit en em guzhat ennañ. Chomet omp er repu e-pad 4-5 devezh, hep boued ebet, hep dour. Spontus e oa. Peogwir e oa bugale ha ne baoueze ket da leñvañ, ne oa ket o zud evit ehanañ un tamm bihan. Kalz tud gloazet a oa ivez. Diaes e oa din sellout ouzh seurt traoù. Un tamm stress (gwask pe anken) e oa da lavarout ar wirionez, koulz evidon hag evit ar re all a oa eno.
[JK]- Evel-just, e Jeorjia koulz hag en Abc’hazia (a zo ul lodenn eus Jeorjia), e komprene an dud e oa ur gwir vrezel eno. Ya, ne oa emgann ebet e Tbilisi, met kalz repuidi a oa deuet d’ar gêrbenn. Ha tu zo da lavarout e veze santet ar brezel e Tbilisi memes tra. Start e oa ar vuhez evit pep hini. Naon a oa, yen an tiez a oa. Ur prantad goude pa oe echu gant an Unvaniezh Soviedel…diouzh un tu e oa Jeorjia dieub, met diouzh an tu all ne oa ket ar Stad deus outañ c’hoazh. Kudennoù ekonomikel a oa, hag ar pezh a soñje d’an dud… Soñj em eus e oa ur gelennerez e Skol-Veur a Vezegiezh hag a lavare deomp : «Amañ bremañ ne vez santet mann ebet ganeoc’h met a-benn bloavezhioù ho poan hag an anken ho peus bremañ a vo dihunet e-barzh hoc'h ene, hag e vo santet kement tra ho peus gouzañvet. » Ha dres evel-se ez eus bet. Meur a hini ne oant ket evit padout gant ar boan, ha marvet int goude fin ar brezel.
[JK]- Petra a soñje d'an dud? Ya, maget e veze kasoni ouzh bro-Rusia amañ, rak an alouber e oa deuet war zouar Jeorjia. Deus tu Abc’hazia ez eus ur mennozh all. Lavarout a reont «Ur vro distag emaomp ». Ya, d’o mennozh emañ ur vro dieub, met hervez al lezenn - ul lodenn eus Jeorjia emañ Abc’hazia hag Osetia ar Su. N’emaint ket staget evit poent ouzh bro-Rusia nemet e c’hellfe bezañ.
(da vezan heuliet)
Vers 1992-1993, la guerre embrase la région du Caucase, avec des noms lointains tels que Abkazie, Ossétie du Sud…, et bien sûr Géorgie. Les réseaux sociaux et téléphones portables n’étant pas encore généralisés, peu de photos et documents , hormis ceux provenant de reporters professionnels, subsistent de ces combats. Joni Kvaratskhelia, directeur d’un centre de recherches, s’efforçant de dépasser les traumatismes vécus, évoque ici souvenirs personnels (deux avions abattus, par exemple) ou témoignage indirects, comme ce propos de terrain en forme d'avertissement (émanant d’une professeur d’université de médecine) : « Aujourd’hui vous n’éprouvez rien, mais d’ici quelques années vous souffrirez, votre angoisse se réactivera, et vous ressentirez tout ce dont vous avez souffert ». C’est exactement ce qui s’est passé, et certains n’y ont pas survécu. Quant à l’avenir, le statut de ces deux micro-républiques, qui en droit international appartiennent à la Géorgie, reste incertain.
. Jorjia
. Géorgie
atersadenn evit an ABP gant Anna Mouradova , adlenn ha berr-ha-berr gant J-L Le Floc'h
2 | 0 | Tweet |
|