Evit ar 6ved gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg danevelloù. Ur priz 1500 ¤ zo evit ar gounezer.
Amañ dindan e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc'h kemer perzh,trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 14 a viz Gwengolo :
festivaldulivre [at] gmail.com
Reolennoù priz danevelloù Ti-Kêr Karaez
1- Digor eo ar genstrivadeg d'an holl dud n'eus forzh pelec'h e vefent o chom er bed.
2- Ar skritur a rank bezañ e brezhoneg peurunvan, skritur dibabet gant Diwan.
3- Ar skridoù a rank bezañ krouidigezhioù gwirion. An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un ti-embann.
4-Ne vo kaset nemet un danevell dre genstriver.
5- Skriverezet e vo ar skrid.
6- Niver a arouezennoù en destenn : etre 15 000 ha 20 000 arouezenn d'ar muiañ hep kontañ an esaouennoù.
7- Tem : dieub ha digor d'ar seizh avel.
8- N'hell ket izili ar juri kemer perzh er genstrivadeg.
9- 1500 euro a vo roet d'an hini a yelo ar maout gantañ. Bez e c'hell ar juri chom hep reiñ ar priz ha/pe reiñ ur priz kalonekaat
10- Roet e vo ar priz da geñver Gouel al levrioù e Karaez. Bez e ranko al loread(ez) bezañ e Karaez da resev ar priz.
11- Ar gwirioù war ar skrid a chom gant an aozer.
12- Dre gemer perzh er genstrivadeg-mañ e tisklêr ar perzhiad asantiñ d'ar reolennoù ha da zivizoù ar juri.