Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Meneziou Armenia nepell eus an talbenn
Meneziou Armenia nepell eus an talbenn
- Reportage -
Armenia: stourm ur bopl skuizh-marv
Eman an Armenianed a vev e Nagorni Karabac'h o c'houzanv gant an naon, diouer la louzou rak serret eo an nenht nemetan a ya eus Nagorni Karabac'h da Armenia gant soudarded arme Azerbaidjan. Skuizh eo an Armenuaden d'ober brezel met evit ar mare n'eus ket tu da baouez gant ar stourm.
Par Anna Mouradova pour Anna Mouradova le 9/01/23 21:21

Abaoe miz C’hwevrer 2022 ne baouez ket ar Rusianed, pe ar re ne fell ket dezho mont d’an talbenn, da vont da Jorjia. En o zouez evel-just ez eus Jorjianed ganto paseporzhioù rusian, daoust n’int niverus. War-dro 1 milion a dud o deus tremenet dre an harzoù etre Rusia ha Jorjia e 2022. Met hervez servijoù statistik Jorjia 112 000 anezho hepken a zo chomet er vro e-pad pell amzer.

Repuidi eus Rusia e Jorjia.

Piv int ? Paotred yaouank dreist-holl, hag ivez familhoù yaouank, alies gant bugale, eus kêrioù bras evel Moskov ha Sant-Petersbourg. Gallout a reont labourat eus a-bell. Ha gopret mat a-walc’h int evit feurmiñ al lojeiz a zo bremañ ker-ruz e kerioù bras, evel Tbilisi ha Batoumi. Koulskoude n’int ket pinvidik a-walc’h evit mont da vroioù ar C’hornog ha n’o deus viza [notenn : aotre melestradurel] ebet evit mont da Europa hag ar Stadoù-Unanet. N’o deus ket ezhomm eus ur viza evit chom e Jorjia e-pad ur bloavezh. Goude e ranker mont d’ur vro all (lakaomp, da Armenia) ha distreiñ evit chom e-pad ur bloavezh ouzhpenn. Koulskoude den ne oar pegeit e pado kement-se. E meur a vro all eo difennet d’ar Rusianed bremañ chom hep viza rak re niverus int.

Re a gudennoù a zo bremañ abalamour d’an dud divroet a zo kalz pinvidikoc’h eget ar Jorjianed. Kreskiñ a ra ar prizioù ha dreist-holl prizioù al lojeiz. Ne c’hall ket ar studierien deuet da dTbilisi ha Batoumi eus kêrioù bihan hag a-ziwar ar maez feurmiñ ur ranndi pe ur gambr : re ger eo evito.

Hag arabat disoñjal ivez n’eo ket mat an darempredoù etre gouarnamant Rusia hag hini Jorjia : 20% eus douar Jorjia a zo aloubet gant Rusia ha n’eus peoc’h ebet war harzoù ar rannvro aloubet. E 50 km eus Tbilisi, kêrbenn ar vro, e veze soudarded kefridi Europa oc’h ober tro kêriadenn Medjvrisc’hevi pa grogas ar soudarded rusian da dennañ. Tennañ a rejont en aer ha den ne oa na lazhet na gloazet. Met displijus-kenañ eo da vare ar brezel memes tra. Aon o deus ar Jorjianed e teufe an arme rusian evit ober evel en Ukraina.

Mod pe vod n’eus dañjer ebet evit ar Rusianed o tont er vro. Degemeret mat int gant ar Jorjianed. Aes eo kompren ne fell ket d’ar re a zo o tec’hout eus Rusia kemer perzh el lazhadeg. Setu pezh a lavar ar re a zo e Tbilisi bremañ.

Testeni Ekaterina Privivkova

«Deuet omp da Jorjia peogwir e oa aes dont d’ar vro hag ivez tu a oa din chom hep prenañ bilhedoù evit ar c’harr-nij, pezh a zo re ger evidomp. Hag ouzhpenn-se e oa daou urzhiataer ganeomp. Ha setu va gwaz ha me deuet amañ dre ar bus.» a gont Ekaterina Privivkova, 24 vloaz, eus Moskov. « Beajet em eus kalz. Bet on bet en Europa. Gwelet em eus an Alpoù, met ne soñje ket din e c’hallfe bezañ ken brav an natur. Chomet on bamet dirak kened Jorjia, kêriadennoù bihan, dismantroù kestell, an holl draoù-se a zo eñvorennoù ar c’hantvedoù tremenet, an henamzer. Hag ar boued hengounel! Ne soñje ket din e c’hallfe ar fourmaj hag an toaz bezañ ken mat. Hag ar c’hinkali… Ne vin ket mistr ken, kenavo d’am dargreiz! Pezh ne blij ket din avat: ne vez ket tommet mat an tiez kozh. Er goañv e vez yenoc’h e-barzh eget e Rusia. Met boazet omp dija. N’eo ket un dra a-bouez. Plijout a ra deomp bevañ amañ, koulskoude. N’ouzomp ket e peseurt bro e vimp a-benn ur bloaz. Evel-se emañ ar bed bremañ. Marteze e vo tu chom amañ e-pad meur a vloavezh. Dre se emaomp o teskiñ ar yezh ha klask mignoned. Klevet em boa a-raok dont amañ ne veze ket hegarat ar Jorjianed gant ar Rusianed. Met souezhet on bet, rak e-pad c’hwec’h miz em eus gwelet ar c’hontrol. D’am soñj pa vez seven an dud gant ar Jorjianed e vint degemeret mat, forzh peseurt paseporzh a zo ganto. Pa vez goulennet diganin penaos emañ an dud er vro-mañ ne lavaran nemet ur ger: hegarat-kenañ int. »

Testeni Denis Stepanov

Un tamm disheñvel eo istor Denis Stepanov, 41 bloaz, hag a zo erruet da dTbilisi div sizhunvezh zo. Aet eo bet vMinsk da gentañ met pa gomprenas e veze gouarnamant Bielorusia a-du gant ar brezel en Ukraina ha prest da sikour Rusia ez eas da Jorjia.

«Dibabet em eus ar vro-mañ peogwir n’eo ket ret kavout ur viza. Gallout a ran chom e-pad ur bloavezh amañ. Lezet em eus va familh e Moskov. Met amañ emañ ur bern mignoned divroet eveldon, pezh a zo un dra a-bouez evidon. Pa vezen o vevañ e Moskov ne oa ket tu da gejañ ganto e-pad bloavezhioù. Met bremañ en em welout a reomp alies. Tomm eo amañ. Marc’hadmatoc’h eo pep tra eget e Moskov. Hegarat eo an dud. Meur anezho o kaozeal rusianeg. A-raok dont amañ ne ouien nebeut a dra nemetken diwar-benn ar vro: ar sonerezh, an dañsoù, ar festoù, un tamm istor diwar va levrioù-studiañ diwar-benn rouantelezh an henamzer hag ar relijion. Diwar-benn an istor nevez e ouien e oa bet un dispac’h, cheñchamantoù bras, ar brezel e 2008. Ne c'hellan ket ijinañ an dazont. Diaes eo din bremañ. Chom a rin e-pad ur bloavezh marteze. Ne fell ket din soñjal e chomin amañ da viken. Marteze e vo tu din mont da Europa ivez. Ne felle ket din kuitaat Rusia a-raok ma oa galvet ar baotred d’an talbenn. Lezet em eus pep tra eno, va zud kar, va mab, va mamm, va zad, an ti hag ar vignoned. Ha bremañ eo ret din kregiñ gant ur vuhez nevez. Ha n’eus ket tu da gompren peseurt dazont a zo dirazon.»

Keit ha ma pado ar brezel en Ukraina, den ne oar peseurt dazont a vo evit ar repuidi rusian e Jorjia

Siwazh, n’eus ket tu da gompren peseurt dazont a zo evit ar re a glask repu e Jorjia evit poent.. Emañ pep hini o c’hortoz dibenn ar brezel etre Rusia hag Ukraina evit gouzout d’an nebeutañ penaos bevañ goude, e peseurt bro ha gant peseurt tud. Dre se ne vez ket ar Rusianed o skoulmañ mignoniezh gant ar Jorjianed. Ne reont nemet mont da diez-debriñ ha tavarnioù, e lec’hioù e vez gwelet an estrañjourien hepken, pezh ne blij ket alies da dud ar vro.

Repuidi zo ha ne blij ket dezho pa ne vez ket komzet rusianeg outo. Lod all a grog da zeskiñ yezh ar vro memes tra. Met pezh a lak ar Jorjianed dreist-holl da vezañ ankeniet eo stad an traoù hag a zo heñvel-kenañ ouzh hini da heul 1917 pa oa bet kalz a Rusianed o tec’hout goude an dispac’h, ha pa oa deuet an Arme Ruz war o lerc’h evit stagañ ar vro ouzh an Unvaniezh Soviedel a-benn ar fin. Gant spi ne vo ket evel-se ar wech-mañ.

Berr-ha-berr / Résumé

La mobilisation pour aller sur le front en Ukraine a incité de nombreux russes à fuir leur pays, notamment pour la Géorgie voisine (accessible par la route et sans visa). Anna Mouradova a recueilli deux témoignages individuels différents. Quel accueil pour les réfugiés russes en Géorgie ? Et aussi quel avenir ? Impossible pour eux d’imaginer un futur tant que la guerre durera en Ukraine.

P’emañ ar bed a-bezh o heuliañ pezh a c’hoarvez en Ukraina e c’hall gwalleur an armenianed e Nagorni Karabac’h chom hep bezañ taolet evezh outañ. Hogen ma vo lezet ar soudarded azeri o tont da Nagorni Karabac’h e vo reuz ha lazhadeg heñvel ouzh hini 1915. Setu perak e kendalc’h an armenianen da stourm.

N’emañ ket an armenianed o koll o spi, met skuizh int: abaoe 1991 n’eus ehan ebet. N’o deus ket fiziañs en arme rusian ken. Ne gredont ket e c’hellfe ar bolitikerien kaout un tu da baouez gant ar brezel.

Evel ma lavar Valentina Aroyan eus ar gêriadenn Dvin e vez gwelet alies eus prenestr he zi war an hent kirri-tan leun a soudarded o vont da Nagorni Karabac’h e lec’h ne baouez ket an emgann abaoe 1991. Evel an holl re a zo bremañ o vevañ en Armenia, ankeniet eo-hi gant pezh a c’hoarvez:

Emañ ar vuhez o tont da vezañ startoc’h eget a-raok. Pa vez tabut etre an amezeien e vez atav ankeniet an dud, eme Valentina. Ne baouez ket gant an emgann war harzoù ar vro. Mervel a ra ar re yaouank. Aon o deus an dud. Ne fell ket dezho koll o c’herent hag o mignoned. A-raok e oa tu mont da Rusia evit bevañ eno. Met bremañ eo dañjerus du-hont ivez. Pezh a fell deomp eo chom bev, netra ken. Amañ en Armenia, an holl gudennoù a zeu eus Karabac’h. Ne vo ket echu ar brezel ma ne vo ket kavet an tu gant an div vro (Armenia hag Azerbaidjan) d’en em glevout. Koulskoude den ne gred e vije tu da vevañ e peoc’h : aet eo re bell an tabut ha ne ra an dud eus an daou du nemet magañ kasoni. Ni avat, an dud ordinal, a zo o pediñ Doue evit ar vadelezh hag an emglev. Peogwir n’eus mamm ebet a vije laouen o kas he mab d’an talbenn. Pa oe rannet an Unvaniezh Soviedel e teuas ur mare start evit an holl vroioù bet republikoù soviedel. Ur maread du e oa evit Armenia. Poanius e teuas ar vuhez da vezañ. Divroet lod eus an dud, hag int aet da Rusia pe da Europa ar C’hornog, gwerzhet ganto o ziez. Goude bezañ gwerzhet ur ranndi e oa peadra da brenañ ur bilhed evit ur c’harr-nij evit mont kuit eus an naon, ar yenijenn, ar brezel. Met bremañ n’eo ket gwelloc’h, tamm ebet, eget tregont vloaz zo. Gwashoc’h c’hoazh eo: ne baouez ar brezel da lazhañ ar re yaouank. Den ne oar petra a c’hoarvezo warc’hoazh. Ne chom ket deomp nemet pediñ Doue.

Voir aussi :
1  1