Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Daniel Carre : skol-noz Kerlenn Sten Kidna
32 brantad, 120 skoliad : prientet e vez distro skol-noz ar brezhoneg e bro an Alre gant Kerlenn Sten Kidna
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 17/08/13 9:14
:

32 brantad, 120 skoliad : prientet e vez distro skol-noz ar brezhoneg e bro an Alre gant Kerlenn Sten Kidna

Tabut en Oriant : penaos deskiñ brezhoneg ? Peseurt hentenn ? Piv eo an dud a zesk brezhoneg ? Tud war o leve, o klask adkavout yezh o zadoù kozh ? Tud c'hoant ganto da labourat er vro, komz er yezh-se gant ar vugale er gêr, kompren o amezeien ?

Daniel Carre, war anv Kerlenn Sten Kidna, a oa bet pedet gant Erwan, paotr Bod Kelenn, ha Lan Tangi (Roudour), hag unan eus ur gevredigezh e Lyon a ra kentelioù-noz du-hont. A-benn ar fin eo gant Daniel e oa bet displegadennoù hir ha klok. Ur «portfolio» pemp barregezh a vez kinniget d'ar skolidi : kompren dre selaou, lenn, skrivañ, komz...

A-bouez-kenañ eo mont d'ur staj pa glasker mont war-raok gant ar yezh. Selaou ar re gozh ivez. Ha deskiñ ar muiañ posubl en ur selaou, en ur glask komz, eskemm, ha bevañ traoù plijus ha fromus e brezhoneg.

Voir aussi :