Komzoù dichipot
Ul levr ma kavot ennañ ur savboent nevez e brezhoneg
Ne c’haller ket mui ober evel pa ne vije ket bet cheñchet ar bed. Daoust hag an ideologiezhioù kozh pe diouzh ar c’hiz, ne viront ket ouzhomp a soñjal drezomp hon-unan gant frankiz ?
Setu ur savboent nevez e brezhoneg ! Setu perak em eus bet c’hoant skrivañ ul levr nevez hollvrezhonek KOMZOÙ DICHIPOT. Lakaat a ran ar gaoz war ar gevredigezh, Breizh hag an Emsav. Hogen, peseurt Emsav a fell deomp kaout ?
Triwec’h pennad-skrid a ya d’ober al levr. Bewezh e kavo al lenner ur c’heriaoueg brezhoneg/galleg evit aesaat al lenn, evit ar re o deus c’hoant da vont pelloc’h gant ar brezhoneg kuit dezho da vont da furchal er geriadurioù bepred.
E gwerzh emañ e Encre de Bretagne e Roazhon, war lec’hienn klask.com. Gallout a rit goulenn anezhañ diganin ivez dre ar follenn-urzhiadiñ.
Embannet eo gant Embannadurioù ar Peniti, 180 p. ennañ, ment 12,5 x 20 cm.
Dindan e kavot titloù an 18 pennad-skrid, deoc’h d’ober gwelloc’h ho soñj war an dodennoù lakaet ar preder warno el levr.
1) Maurepas, joa am eus ouzhit. Ha banlevioù Breizh ?
2) Diaoulekadur. Hag ar frankiz ?
3) Lojeiz e Breizh. Un ti da bep hini ?
4) Kleiz ha dehoù. Hag an diforc’h ?
5) Strolladoù breizhat. An 2 % da viken ?
6) Yezhoù Breizh. Hag ar brezhoneg ?
7) Ur pik er bed. Hag ar vrezhonegerien ?
8) Fest-Noz. Ha dizanvezekaet e vefemp bet ?
9) Kallag. Estrengazouriezh emezit-hu ?
10) Dispac’h. Hag ar broleterien ?
11) Al liesseurted. Un arguzenn vat ?
12) Breizhadelezh. Ha trap ar wokelouriezh ?
13) Ur statud a-ratozh. Ar vroad vreizhat rekis.
14) Kilstourmerien. Hag emañ ar gaou gant ar bobl ?
15) Hollvedelezh. Hag ur meuriad a zo ac’hanomp ?
16) Politikerezh. Perak strolladoù breizhat ?
17) Toaz ar gevredigezh. Hag ar pouloud ?
18) Emsav. Un taol kempenn ?
A galon ganeoc’h, Emil Granville
3 | 0 | Tweet |
|