Ne c'hortoze ket ar plac'h yaouank kement-mañ : kaset oa bet he zanevell gant al Liamm d'ar c'honkour
Dre voneur e oa Delphine er vro : deuet e oa da Vreizh evit skoazell he mamm gozh glañv. Neuze he doa profitet evit mont da Garaez evit degemer ar priz : 1500 euro evit un danevell savet diwar ur pesk a zo bet embannet gant Al Liamm. Liseadez e Diwan e oa Delphine, evel he breur hag he c'hoar.
Hag an dibenn-sizhun war lerc'h e oa Delphine e Landelo ha kanet he doa ur sonenn hengounel e bro Perou, kanet gant gwiriadezed ar vro. Ha dastumet he doa plantoù evit tresañ anezho ha kompren gwelloc'h ar sevenadur du-hont.
Gant arc'hant ar priz e vo paeet an tiked karr nij evit distreiñ d'ur vro karet ganti, abaoe he femp bloaz. Un hunvre deuet da wir, hag ur skol veur poblek e menezioù a-benn nebeut, savet ganti hag e mignoned, e kechuaeg. Kan an douar e Landelo hag e Perou asambles, evit ur bed liesyezhek ha digor d'ar yezhoù bihan.