Evit ar pedervet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 20 hag an 22 a viz Even 2014.
Daoust ma vo deuet ar mare, n'eo ket tantad Sant Yann a vo gwelet e fin ar sizhun met an heol o parañ war hor yezh-ni, war ar brezhoneg e bed bras al lennegezh. Bep bloaz e e tifluk skridoù nevez, gwriet mat hag ijinet brav gant hor gwellañ skrivagnerien awenet o fluenn.
Evit ar priz lennegel 2014 ez eus bet lakaet c'hwec'h oberenn war ar renk ha setu ar roll anezho :
- Azvent gant Mich Beyer e ti-embann An Alarc'h
- Traoù nevez gant Yann Gerven e ti-embann Skol Vreizh
- Paul Sérusier gant Hervé Gouedard e ti-embann Al Liamm
- Koll-atav gant Gégé Gwen e ti-embann Skol Vreizh
- Yudal gant Erwan Hupel e ti-embann Al Liamm
- Bizied Eva gant Yann Fulub Dupuy e ti-embann An Alarc'h
Gant piv ez aio ar maout ar wezh-mañ ?
Embannet e vo war ar groaz d'ar sadorn 21 a viz Even e liorzhoù ar mogerioù-kreñv e Gwened.