Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Haiskrivmeurzh : 342 haiku !
Tremenet mat miz an haiku, ha disoc'hoù plijus. Kenstrivadeg ebet, met bep mintin 10 haiker.ez o skrivañ un dra bennak war bajenn facebook fea, ha 342 barzhoneg dastumet !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 17/04/22 19:53
Ya, haiksrivmeurzh 2022 :
Réalisation : fea - tvbk
(51 vues)

Tremenet mat miz an haiku, ha disoc'hoù plijus. Kenstrivadeg ebet, met bep mintin 10 haiker.ez o skrivañ un dra bennak war bajenn facebook fea, ha 342 barzhoneg dastumet !

>

> Met petra an diaoul eo an Haiskrivmeurzh ? Miz Meurzh eo ar miz dibabet abaoe seizh vloavezh evit sevel un haiku bemdez. Evel e saozneg e miz c'hwevre, the "Haiwrimo" (Haiku writing month).

Merc'hed an avel, haikerezed Haiksrivmeurzh

> Ar bloaz-mañ, un dek bennak a haiker a skrive bemdez un haiku, pe meur a hini war ar ger roet da vintin war bajen facebook Fea, ar gevredigezh e penn an aozadur. Dibabet ar gerioù gant Mai Ewen, liammet gant liv an amzer, ha gerioù n'int ket bet implijet ar bloavezhioù paseet.

> Brav ha souezhus an disoc'h, Padrig Drean a lavar zoken en deus adkavet "e awen". Bep hini e vod, gant Kirill, ur wech an amzer e vez meneget mistri bras an haiku evel Buson, Basho... Gant Rejin Gwilhamot e vez kaoz alies deus ar vuhez familh, levenez simpl bugale vihan o kreskiñ. Gant Herve Latimier, c'hoari gant ar gerioù. Gant Yann Klaod ar Ruyet e vez tost an traoù ouzh an natur ivez, Izabel Araujo he doa kemeret perzh ivez. Alies, evit an holl, meneget brezel Ukrainia ha Rusia, penaos e c'hell ur barzh pe ur varzhez chom nep bout kizidig ouzh ar pezh a c'hoarvez er bed ? Gant RJ Kernoa e vez traoù brav ivez, ha Naig Kervella ivez. Santet e vez ur spered kengred etre ar varzhed (n'eus ket a briz kentañ, evit ur wech), laouen an dud da rannañ o fromoù, o skeudennoù... Lennet int bet war ar rouedadoù sokial kalz muioc'h eget ar bloavezhioù a raok, a-drugarez da facebook e brezhoneg (12000 den koumanantet) hag ar bajenn fea he deus kerestket a 300% e miz Meurzh a-drugarez da goumananterien Facebook e brezhoneg. Marteze e vo haikerien nevez 'benn bloaz ? Ur wech flemmet gant ar c'hoant da skrivañ 5/7/5 silabenn, da c'hoari gant ar skeudennoù, ar sonioù, an eñvorennoù. Skrivañ traoù simpl ha berr a glot ken mat gant an doare da lenn hiziv an deiz, buan hag aes...

>

>

> Skouerioù :

>

> spontailhoù skrijus

> ar c'hovid pe ar brezel

> pehini ar gwashañ ?

> KG

>

> greun leun ar solier

> dour, gouell, tommder, lambigoù

> dour aour ar vuhez

> HL

>

> koachet er solier

> lizhiri a garantez -

> deviñ anezho !

> ME

>

> hiboud un tasmant

> e korn ar solier

> awen hud ar marvailher

> RJK

>

> Facebook milliget

> eilganet Amañ neoazh

> ma anien barzh

> Padrig Drean

>

> e porzh ar person

> solierad paperioù kozh

> sell lemm ar furcher

> Padrig Drean

>

> mojell war ma jod

> allazig tener

> ar marc'h rouz en disheol

> RJK

>

> ar marc'h e vantell-c'hlav

> e-unanig ha dibaouez

> o peuriñ ar yeot gleb

> ME

>

> Ar paotr yaouank kozh

> goude meur a lipadenn

> yezh-plaen en davarn

> IA

>

> Monette ar gazeg

> deuet war bez he mestr,

> e-kreiz ar vered

> MK

>

> steuziet ar marc'h glas

> an deiz war e dalaroù

> poent distreiñ d'ar gêr

> AK

>

> 'vel ar wezenn derv

> e kreiz ar park flaerius

> bout, ha kenderc'hel

> MK

>

> Furlukin ha diaoul

> o daou ‘ vale kêr laouen

> Meurlajez diroll

> IG

>

> Marc’had diwask

> gaeoc’h an dud

> ar golvan a c’halv d’an drask

> YGAR

>

> Trouzioù brezel er reter

> ema ar bleidi é yudal

> etreze e stourm ar vreudeur

> YGAR

0  0  
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 7) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons