- Chronique -
Stourm evit frankiz ar c'helaouiñ : 1000 a dud e Kreiz Breizh
Brav an abadenn dindan an erc'h, komzoù brav, komzoù flour a ziskouez nerzh an dud a stourm er vro evit ma vefe dieub ar gomz, digor ar mikro, evit ma vefe posubl kas enklaskoù da benn, a ziwar forzh peseurt sujed e vefe
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 6/04/21 20:50
Brav an abadenn dindan an erc'h, komzoù brav, komzoù flour a ziskouez nerzh an dud a stourm er vro evit ma vefe dieub ar gomz, digor ar mikro, evit ma vefe posubl kas enklaskoù da benn, a ziwar forzh peseurt sujed e vefe
Goude Inès Léraud, setu Morgan Large o vevañ trubuilhoù grevus el labour (RKB) hag er gêr, gant loened gwallgaset, un oto lakaet da vout dañjerus gant daou vis tennet eus ar rod...
Ha setu-hi, goude maer Rostren, goude sindikadoù kazetennerien, goude tud ar vro, goude rener RKB, o kemer ar gomz, sioul ha fromet, plom ha sklaer. Ne baouezeo ket da labourat, ne baouezo ket da enklask, goulenn a ra da genderc'hel e labour kelaouiñ er vro, ha netra all.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....