Ar strollad Ai'ta !, evit difenn ar brezhoneg, 'neus kaset da benn er sadorn-mañ un oberenn ouzh emzalc'h mezhus an SNCF e-keñver ar brezhoneg hag ar yezhoù bihan. 200 skritell A3 'zo bet peget 'ba 'n ti-gar ha war an treñioù, skrivet warne : « Pelec'h 'mañ ar brezhoneg ? Où est la langue bretonne ? » ; « Trawalc'h a dismegañs ! Assez de mépris ! » ; « SNCF : à nous de vous faire préférer le train… de l'uniformité » ; « Direnket int gant ar brezhoneg ? Ca les dérange le breton ? ». Dalc'het e vo gant ar stourm keit ha ma nac'ho an SNCF mont war-raok gant hent an divyezhegezh.
Trakt an oberenn :
Goulenn an aluzenn…
Abaoe pevar vloaz e c’houlomp an aluzenn. N’onn ket pet lizher, n’onn ket pet goulenn emgav, n’onn ket pet oberenn ‘neus graet hom strollad e-pad ar pevar vloaz-se. Ha kantadoù a euroioù ‘zo aet diganimp da baeañ pegsunioù evit divyezhekaat an tier-gar. Kement-mañ da lakaat hom brezhoneg da vezañ gwelet ha talvoudekaet ‘ba al lec’hioù foran-se.
Met foeltr sort. Kemenn brezhonek ebet. N’eus ket voaien da choaz ar brezhoneg gant ar mekanikoù. Ger brezhonek ebet klevet pe gwelet. Hag hom fegsunioù, skarzhet didruez.
N’eo ket posubl komz. Bewezh ar memes dismegañs. N’houl ket an SNCF lakaat ar brezhoneg war-wel.
Da ma dud-kozh oa bet lâret ‘nijent renet ur vuhez du gant o brezhoneg. Da ma dud oa bet lâret e oa didalvez ar brezhoneg. Din-me bremañ ‘vez lâret ‘neus ket ar brezhoneg e blas ‘ba al lec’hioù foran. Cheñch a ra ar c’homzoù. An dismegañs hag an enebiezh a chom. Hag e-keit-se eo bet mil-malet un teñzor a yezh komzet amañ abaoe ouzhpenn mil vloaz a rumm da rumm…
Ha rediet omp da c’houl’ an aluzenn, ma vo roet dimp bruzunoù… hag-eñ ‘fell dimp lakaat ar brezhoneg da sevel e chouk. An SNCF na ra ket forzh ‘vat. Dallet ‘vez gant an arc’hant. Hag ar yezhoù a blij dezhi, met ar reoù ‘zo voaien da rastellat arc’hant gante hepken. Lakeet ‘vez saozneg hag alamaneg ‘ba tier-gar Gwened ha Naoned, lakeet ‘vez chtimi war an TGVoù da heul film Boon… ha kaset ‘vez da gac’hat ar Vretoned hag an Euskariz a c’houl e vije graet gant o yezhoù ha doujet dionte.
Hom yezhoù ’deus ket talvoudegezh ebet. Lâret hag adlâret eo bet ordin ken e oaromp se ervat. Trugarez d’an SNCF evit addegas kement-mañ da soñj dimp bemdez. Met dre forzh bezañ faeus deus an dud ha deus o sevenadur e paker.
Skeudenn an SNCF ‘vo graet war he zro…