Gerig a genavo d?hon mignon Albert Boché (éloge en forme de conte breton)
Communiqué de presse de Institut Culturel de Bretagne
Communiqué de presse de Patrick Malrieu

Publié le 9/01/13 12:10 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Ploerdud, d?ar yaou 3 a viz Genveur 2013 Ur wezh e oa ur Roue ha tri mab dezhañ. Un deiz e tiviz ar Roue-se kuitaad ar vro evid pell amzer. E-raog moned en hent e ra ar Roue peb ur sac?hadig-greun d?e vabed ha lâred a ra dezhe : - « Daw eo din moned d?ober ur perc?herinaj d?ar broioù pell, hag evid pell amzer, ur bloaz d?an nebeutañ, mez marse daou pe dri. Roiñ a ran ur sac?hadig greun-bokedoù da beb unan ahanoc?h. Ho teñzor eo. Pa zin en-dro e c?houlennin ar greun-bokedoù-se genoc?h en-dro. » Ha setu waet ar Roue kuit. En em c?houlenn a ra ar mab kentañ petra ober gant ar greun. « Eh an d?o lakaad en ur vouest- houarn, ha pa vo distro ma zad e roiñ ar vouestad greun dezhañ en-dro?. Ar pezh a ra : lakaad a ra ar greun en ur vouest-houarn. Mez soñjal a ra an eil mab en ur mod arall. « Mar lakan ar greun en ur vouest-houarn evel ma breur e vreinint oll ha kollet e vint. » Gwell eo genin o gwerzhañ ti ar marc?hadour-greun, gouarn an argant, ha pa vo distro ma zad eh in da weled ar marc?hadour en-dro da brenañ greun gwelloc?h c?hoazh da roiñ dezhañ. « Ar pezh a ra : gwerzhañ a ra ar greun ha gouarn a ra an argant. » Mez an drived mab ne c?hoari ket evel-se. Kentizh ma oa waet ar roue kuit ma red beteg ar liorzh evid strewiñ toud ar greun war an douar Tri bloaz goude, setu ar Roue é toned en-dro d?e gastell. Ha eñv da c?houlenn e deñzor gant e baotred. Ar c?hentañ a ro ar vouest dezhañ. « Setu ho kreun en-dro, ma zad. Gouarnet int bet pervezh ganin er vouest-houarn-mañ ! » - « Mez brein eo ma greun ! a lâr ar roue dipitet goude boud digoret ar vouest. Kollet int oll ! » An eil a ziskouez ar sac?had leun d?e dad ha lâred a ra dezhañ : « Setu ho sac?hadig-greun, ma zad, ha muioc?h zo bremañ e-barzh c?hoazh eged an deiz ho poa henn roet din ! » - « Mez n?eo ket aze an teñzor am boa roet deoc?h ! a respont ar roue dipitet braz c?hoazh. » An drived mab ne oa ket netra gantañ en e zorn. Mez digoriñ a ra ar fenestr ha diskoueziñ a ra ar jardin d?e dad, ur jardin leun a vokedoù liessort ennañ, ma oa un dudi o gweled é valañsal dindan an heol gant an avelig. ?Setu ho kreun hag ho pokedoù, ma zad. Pa vo an termen e roiñ ar greun deoc?h en-dro, ha ne vanko ket deoc?h ! » Setu Albert, c?hwi ive zo waet bremañ gant ho perc?herinaj, ho perc?herinded d?ar broioù pell. Mez e-raog moned kuit, ha beteg an termen diwezhañ, c?hwi ho peus roet dimp oll beb a sac?hadig greun-bokedoù ag ho liorzh pinvidig. Dimp-ni bremañ d?ober hon seizh gwellañ evid lakaad ar greun-se da gellidañ ha da vravaad ar bed, tra ma omp ennañ c?hoazh. Trugarez deoc?h, Albert Boché, ha kenavo. JCLR. (voir le site)

Voir aussi :

mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.