Gwengamp : ur stourmer deus Ai’ta ! galvet disadorn en archerdi !

Publié le 27/06/12 14:05, dans par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh

Date de l'évènement : le 30/06/2012 à 10 heures

Galvet 'zo bet ur stourmer deus Ai'ta ! da vont da archerdi Gwengamp disadorn beure, da 10 eur 30, da heul klemm renerezh Ar Post.

E miz Meurzh tremenet e oa bet pegsunioù " E brezhoneg ! " ouzh an holl banelloù nevez-staliet e galleg. Unan deus ar stourmerien a oa bet kaset dre heg gant an archerien.

Gervel a ra Ai'ta ! an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da zont d'e skoazellañ dirak an archerdi eta.

N'eo ket achu gant ar wask : stourmerien all a vo galvet dizale e lec'h all… Chomit war evezh 'ta !

mailboxEnvoyer par courriel imprimerImprimer

Auteur de l'article :