A-oll-viskoazh e klask an denion ar Wirionez.Hervez lod ema bet kavet dija, ha pell zo. Evid lod arall e chom kuzh. Evid Pirandello eh eus ur wirionez da beb unan. A-benn ar fin, e gwirionez (!), e chom an den gant ar mister.Mez hiziw-en-deiz, setu brasaet ar mister c’hoazh, pa glask tud zo, tort o eneioù, silañ doereioù faos war ar marc’hallac’h. Kit bremañ da ouied petra zo gwir ha gwirion ha petra n’eo ket ‘med kelaouier faos ha diwir !
Eüruzamant e chom tud onest a-walc’h evid lâred ar wirionez diouzhtu ha didro : er levr-mañ, henn touiñ a raomp, ne vo kavet nemed traoù faos, koñchennoù diwanet en ur spered douget da guitaad ar bed-mañ, ken ankéniuz, evid moned da c’haloupad divrid e pradaouier divent ar faltazi. Mar en deus graet an dra-se plijadur d’ar skrivagner e hetomp kement arall d’ar lennerion ive...
An aozer :
... 1948, zo bet skolaer publik. Skrivagner eo un tamm e galleg hag e brezhoneg. Bet eo bet margodenner eizh vloaz pad, gant arvestoù ar gompagnunezh An teir askolenn (Les trois chardons) lakaet e brezhoneg. Labouret en doa ive gant Dihun evel kuzulier pedagogel er c'hlasoù diwyezheg ar skolioù prevez. Animator eo bet e meur a staj brezhoneg. Ezel a Skol uhel ar Vro eo.
(Gwell eo lemel afer an doare-skriv : skriv a ran bremañ e peurunvan, gwellaet un tamm !).
Oberennoù :
- 2000 : Donaw, Skol Vreizh, romant.
- 2002, Pik ha pik ha kole kamm, barzhonegoù evid ar vugale, Skol Vreizh.
- 2005 : Kan an toudig glas (+ CD), Barzhonegoù evid ar vugale, Skol Vreizh.
- 2009 : Distro an noziganed, barzhonegeoù evid ar vugale, Skol Vreizh.
- 2012 : Bien prononcer le breton d'aujourd'hui/Les liaisons, (un diverradenn hag e zezenn Komz, liamm ha norm, Roazhon 2, 2009), Skol Vreizh.
- 2018 : Où va la Bretagne ? kenskrivet ged Yves Lebahy, Skol Vreizh.
- 2022 : Le breton : Des dialectes à la langue écrite, ged Albert Boché, Skol Vreizh.
- 2023 : Elmar Ternès hag ar gwenedeg, Tremenvoe.
3 | 0 | Tweet |
|