Maner Kernault a bed ar vugale evit un devezh leun a souezhadennoù hag a varvailhoù. Marc'heien, boudiged, tud-lapous, boudoù dreist-ordinal ganet diwar ijin tud ar Grenn- Amzer ha bev-mat hiziv an deiz c'hoazh.
Diduamantoù e brezhoneg evit ho pugale dindan kiriegezh animatourien a-vicher…
An devezh-se a vo etre 10e da vintin betek 4e30 d'enderv er maner Kernault, e Mellag e-tal Kemperle. 20 bugel (etre 7 hag 11 vloaz) a c'hello kemer pezh. Bout vo c'hoarioù, dizoloadennoù... e brezhoneg. Pep bugel a gaso gantañ e bik-nik kreisteiz. Ar verenn-vihan a vo profet gant maner Kernault. Adal 9e30 vo an degemer er maner.
N'eus nemet 20 plas , trugarez deoc'h degas en-dro, ar buanañ posubl ho enskrivadurioù er skol, gant ur chekenn (7,50 € dre bugel ha dre zevezh),
Kontañ a reomp warnoc'h ! Muioc'h a ditouroù d'ar 02 97 87 83 85 pe diwan.anoriant [at] gmail.com
Enskrivadur da gas dre lizher da Diwan An Oriant – 1 straed F. Buisson – 56100 An Oriant